degemer

e Plouha

istor kozh

hon istor

kartenn anv

oberoů

hag a nevez

staj hańv

raktresoů

"Ya" d'ar Brezhoneg

DAO

lavaroů

kanaouennoů

Kig&farz

liammoů

Gerioů stur

 

*  Hor c'hanaouennoů 

 

 

Sed aze un nebeut kanaouennoů mil anavezet

hag a zo deuet da vezań gwir ganoů stur evidomp,

hollvrudet ma ’z int en hon touesk... sellit aze !

 

·        GWERZ SKOLVAN

·        JENOVEFA RUSTEFAN

·        BANNIELOU LAMBAOL

·        BLAZ AN DOUAR

·        Bro gozh va zadoů

·        kenavo

·        gwerz ar vezhinaerien

·        BREzhoneg 'raok

·        MARV PONTKALEK

·        bec'h ha bec'h

·        an alarc'h

·        FEUNTEUN SANTEZ DWINENN

·        PA SOŃJAN E SELIN (troet diwar ganaouenn vrudet G. Brassens)

·        EV SISTR ’TA LAOU (doare hengounel)

·        TRI MARTOLOD (doare hengounel)

·        FAŃCHIG BIHAN (mevel an ti)

·        ITRON GWERC’HEZ KERVARIA (kantik Kervaria an Iskuit)

·        MeRC’HED KERITI

·        Va jardin

·        Kemenerien Pondivi

·        GWECHALL E OA

·        D’AR BEMP WARN-UGENT A VIZ DU

·        MAMM AN AVALOŮ

·        SON AR VARTOLODED

·        An Aotrou Nann hag ar Gorrigan

·        Dromader ar fest-deiz

·        PENNHĘREZ KEROULAZ

·        E KREIZ AN NOZ

·        PARDON SPEIED

·        SON AR C’HAFE

·        AN HINI GOZH

·        PELLGARGAŃ 18 KANAOUENN EUS AR BARZHAZ BREIZH

 

 

Gwerz Skolvan

 

Skolvan, Skolvan, eskob Leon

zo deuet da greiz al lann da chom

zo deuet da chom da greiz al lann

E-kichen Forest Kaniskan

E-kichen Forest Kaniskan

 

Pa 'z ae mamm Skolvan da wel he farkoů

kavas an tan war ar garzhoů

kavas an tan war ar garzhoů

 

Ma bennozh hag hini Doue

Piv en deus ho lakaet aze ?

met ha ma mab Skolvan a vefe ?

 

Pa 'z ae mamm Skolvan davit dour

kavas ur feunteun e toull he dor

 

Ma bennozh hag hini Doue

D'an neb en deus ho lakaet aze

met ha ma mab Skolvan a vefe ?

 

Paz ae mamm Skolvan da gousket

Terrupl holl veze okupet

 

Piv 'zo aze, piv deu aze

Ken diwezhat-se war 'r vale

met ha ma mab Skolvan a vefe ?

 

Tavit ma mamm na ouelit ket

Ho mab Skolvan zo deuet d'ho kwelet

 

Ma 'z eo ma mab Skolvan zo aze

Ma mallozh d'ań dont alese

 

Ne oa ket c'hoazh he ger peurlavaret

Gant e Sant paeron en deus kejet

 

Ma filhor paour deuit war ho kiz

Ha me c'houlenno evidoc'h eskuz

 

Ma c'homer baour, kriat oc'h c'hwi

Pa ne bardonit ho krouadur

Pa ne bardonit ket ho krouadur

 

Penaos Doue m'hen pardoniń,

D'ar gwalleurioů en deus graet din ?

 

gwallań teir dimeus e c'hoarezed

Ha lazhań o inosanted

N'eo ket c'hoazh 'oa e vrasań pec'hed

 

Seizh iliz parrez 'n eus entanet

Ha nav bern tro en n eus poazhet

N'eo ket c'hoazh 'oa e vrasań pec'hed

 

Mont d'an iliz ha torrań holl ar gwer

Lazhań 'r beleg deus an aoter

N'eo ket c'hoazh 'oa e vrasań pec'hed

 

Ma levr bihan en doe kollet

Ya, skrivet gant gwad hor Salver

Hennezh oa e vrasań pec'hed

 

Tavit ma mamm na ouelit ket

ho levr bihan n'eo ket kollet

 

emań er mor don tregont gourhed

emań er mor don tregont gourhed

e beg ur pesk bihan o viret

 

Tavit ma mamm na ouelit ket

emań war an daol ront, ay eo rentet

Faota barzh met teir follenn c'hlebiet

 

Unan gant dour, unan gant gwad,

Unan gant daeroů ho taoulagad

 

Ma bennozh a ran d'am mab Skolvan

Pa' z adkavan ma levr bihan

Pa 'z eo kavet ma levr bihan

 

Pa gan ar c'hog d'an hanternoz

kanań an aeled er baradoz

 

Pa gan ar c'hog da c'houloů-deiz

Kanań an aeled dirak Doue

Ha Sant Skolvan a ra ivez

 

Roll kanaouennoů

 

Jenovefa Rustefan

 

Pa oa paotr Yannig gant e zeńved

N'en doa ket sońj da vezań beleget

 

Ne vin avat, beleg na manac'h

Lakaet em eus ma spered 'n ur plac'h

 

Bravań merc'hed a oa er vro-se

Merc'hed aotrou ar Faou a-neuze

 

Ar yaouankań, honnezh ar vravań

Yannig Kervlez a gar a glevan

 

Pa oa Yannig o vont d'an urzhioů

Jenovefa oa war he zreujoů

 

Da gemer an urzhioů naz it ket

En abeg d'an amzer dremenet

 

Distreiń d'ar ger me ne c'hallan ket

Pe 'vin lakaet da c'haouiad touet

 

Kollet ho peus eta ar walenn

Moa roet deoc'h e-kreiz an abadenn

 

Ho kwalenn aour n'am eus ket kollet

Doue 'n deus-hi diganin tennet

 

Hag o tont endro eus a Gemper

E teuas adarre d'ar maner

 

Me zo deuet d'ho pediń, d'an deiz

Da zonet d'am oferenn nevez

 

An oferenn zo deraouet

Hogen hec'h echuiń n' neus gallet

 

Hogen hec'h echuiń n' neus gallet

Gouelań da Jenovefa 'neus graet

 

Ha tri levr bras en deus treuzet avat

Gant an daeroů eus e zaoulagad

 

Ken e teuas ar plac'h o redek

Hag e kouezhas da zaoulin ar beleg

 

En anv Doue ! Yann, distroit en-dro!

C'hwi 'zo kiriek, kiriek d'am marv

 

An aotrou Yann Flecher a zo person

Person eo bremań, e bourc'h Nizon

 

Meur 'wech meus e welet o ouelań

Tostik-tost da vez Jenovefa

 

Roll kanaouennoů

 

Bannieloů Lambaol

 

1- Me 'm eus bet plijadur e Lambaol a-wechoů

Oc'h ober tro an iliz gant an holl vannieloů

 

Jo po po po lan di bi di bi, jo po po po lan di bi do

Man tur la ri don de nig, jo pi rey pi ral la

 

2- Hag o stouiń ganto dirak an aoter vras

Hag ouzh o sevel kerkent, er vann ken serzh all c'hoazh

 

3- Plijadur am beze pa veze ar pardon

Oc'h ober tro ar vered gant an dud a galon

 

4- Eno veze gwelet, pa groge an avel

Piv 'oa ar baotred wellań da zougen ar banniel

 

5- Ha dre ma tremened a bep tu d'ar vali

Gant o zeod flour ar merc'hed a roe o ali

 

6- Hag a rae o dibab e-touez ar baotred vrav

A welent en o c'haerań o tremen dirazo

 

Roll kanaouennoů

 

Blaz an douar

 

Blaz an douar a zo ganti

Blaz an douar a zo ganti

Liv ar mor a zo warni

Divalav vez tachadoů

Gwallgaset a-wechoů

 

Brezhoneg, va yezh

Bezań an unanik

An dra-se n'eo ket aes

En ur vro ken gouez (2 w.)

 

Pa rank lakaat an dud

Da c'houzout n'eo ket mut

He fouez-mouezh a ziroll

Strakal a ra en avel foll (2 w.)

 

Pa fring an troioů-lavar

Gant ar fent, gant ar gounnar

'vez ket pell ar goapaer

o kas an dorzh d'ar gęr (2 w.)

 

Pa rank kanań laouen

e trid evel un delenn

o hadań e pep kalon

an eürusted wirion (2 w.)

 

Ar garantez, pa gan

E liorzh ar gerioů tener

laka ar bleunioů da ziwan

War vuzelloů ar c'haner (2 w.)

 

a-dreuz ar c'hantvedoů

Dismegańs ha brezelioů

deus graet eus ar brezhoneg

ur yezh taer ha kalonek (2 w.)

 

Roll kanaouennoů

 

Bro gozh va zadoů

 

Ni, Breizhiz a galon, karomp hor gwir vro !

Brudet eo an Arvor dre ar bed tro-dro

Dispont kreiz ar brezel hon tadoů ken mad

A skuilhas eviti o gwad

 

Breizh, ma bro, me gar ma bro,

Tra ma vo mor 'vel mur 'n he zro ;

Ra vezo digabestr ma bro !

 

Breizh, douar ar Sent kozh, douar ar varzed

N'eus bro all a garan kement 'barzh ar bed ;

Pep menez, pep traonienn d'am c'halon zo ker ;

Enno kousk meur a Vreizhad taer !

 

Ar Vretoned a zo tud kalet ha kreńv

N'eus pobl ken kalonek a-zindan an neńv

Gwerz trist, son dudius a ziwan eno,

O pegen kaer ez out, ma bro !

 

Mard eo bet trec'het Breizh er brezelioů bras,

He yezh a zo bepred ken bev ha biskoazh

He c'halon virvidik a lamm c'hoazh en he c'hreiz

Dihunet out bremań, ma Breizh !

 

Roll kanaouennoů

 

Kenavo

 

Kanet hon eus a galon vat

En enor d'ar vro ha da Zoue

Mat eo lidań, kent 'n em guitaat

Gant ur sonenn hor c'harantez

 

Kenavo deoc'h, gwir Vretoned

Bleuńviń a ra al levenez

E pep kalon ouzh ho kwelet

Enor deoc'h-c'hwi ha trugarez !

 

Sonet hon eus, breudeur garet

'vit hadań joa, sec'hiń an dar

Ha deskiń d'an dasson lâret

Ez eus Bretoned war an douar...

 

Ez eus war an douar ur vro gaer

Tud vat ha kalonek enni

Hag he deus taolet he splannder

War hent an enor hep fazi.

 

Roll kanaouennoů

 

Gwerz ar vezhinaerien

 

Na pa 'm oa klevet ar c'heleier

E ranke mont kuit va mestrez

Da vezhina d'an enezeier

Trielen ha Moalenez

 

Na pa 'm oa klevet ar c'heloů

E ranke mont kuit mintin mat

Kerkent ha ma save ar gouloů

E save an dour en va daoulagad

 

Kar ar vuhez en enezennoů

Zo ur vuhez trist ha kalet

Bemdez, bemnoz e-kreiz ar poanioů

Ar vezhinaerien 'zo tud daonet

 

En o bagoů, abred diouzh ar mintin

E lakaont ar c'herreg en noazh

Faoutet o daouarn gant ar c'hilhotin

Ha torret o c'hein gant ar c’hravazh

 

Ar beleg kozh er gador a lavar

Ez eus un Doue war ar mor

Hag un Doue all c'hoazh war an douar

Evit ar re a chom er goudor

 

An hini en deus savet ar ganaouenn

En deus bet klevet alies

Kerent, mignoned hag amezeien

O kontań buhez war an enez

 

E dad-kozh en deus bet graet ar vicher

Da droc'hań an tali moan

A-hed e vuhez war ar reier

Etre ar C’horejoů ha Kerlouan.

 

Roll kanaouennoů

 

Brezhoneg 'raok

 

Tud an Argoad ha tud an Arvor

Tud diwar ar maez ha tud ar c'hęrioů bras

Tud Breizh Izel ha tud an Naoned

Diwallit 'ta mar plij diwallit 'ta

 

Hep Brezhoneg, hep Brezhoneg,

Hep Brezhoneg Breizh ebet

Hep Brezhoneg, hep Brezhoneg,

Arabat komz diwar-benn Breizh

 

Ma c'hellit ket sell dre ho taoulagad

Ma c'hellit ket lâr dezhi "da garan"

Ma c'hellit ket lâr "va mab" d'ho pugel

Echu eo an abadenn da virviken

 

Da virviken ez a da vezań dall

Un dachenn gwel d'ar gwirvoud, d'an hollved

Un tamm muioc'h mac'homet an denelezh

Gant an nerzh, an arc'hant, an danvez

 

Roll kanaouennoů

 

Marv Pontkalek

 

Ur werz a zo nevez savet

Treitour a ! Mallozh dit 'ta (div wech)

War varkiz Pontkalek eo graet

Treitour a ! Mallozh du, mallozh dit

Treitour a ! Mallozh dit 'ta (div wech)

 

War varkiz yaouank Pontkalek

Ker brav ker drant ken kalonek

 

Mignon a oa d'ar Vretoned,

D'ar vourc'hizien ne lâran ket

 

D'ar vourc'hizien ne lâran ket

A zo a-du d'ar C'hallaoued

 

Lakaet en devoa en e benn

Disammań deomp-ni hon hordenn

 

Ur paour eus kęr o klask e voued

Hennezh en deus e ziskuliet

 

Ha pa oa degouezhet e Naoned

E oa barnet ha kondaonet

 

Marv da zaou vloaz warn ugent

'vel ar verzherien hag ar Sent

 

Marv neb a gare e vro

Hag he c’haras betek marv

 

Roll kanaouennoů

 

Bec'h ha Bec'h

 

Gwelloc'h tudoů kemer an avel

Ha sturiań mat listri an noz

Kaeroc'h tudoů chom sonn ha sevel

Chom reut dirak dorn ar mallozh

 

Ha bec'h ha bec'h ha bec'h d'ar chadenn

Ha tud a glemm ha tud a yud

Ha bec'h ha bec'h ha bec'h d'hon awen

Falloc'h fallań eo chom mut

 

Gwelloc'h tudoů faoutań an derv

Ha meskań mat gwall skorn ha tan

Splannoc'h tudoů chom noazh en erv

Chom reut dindan taol bazh ar boan

 

Ha hir ha hir ha hir an hańvezh

dindan un heol o eurań glizh

Ha hir ha hir ha hir noz devezh

Ar paour-kaezh den o klask biz

 

Ma chomit gwak dindan ar peulvan

Eo koulz d'an heol pulluc’h an ed

Ribod an diaoul kounnar an dogan

A valo piz gwinizh ar bed

 

Ha dalc'h ha dalc'h ha dalc'h en hańvezh

Gwell eo hadań segal ar vro

Ha dalc'h ha dalc'h ha dalc'h war evezh

Ma n'out ket framm den all ne vo

 

Roll kanaouennoů

 

An alarc'h

 

Un alarc’h, un alarc’h tramor,

War-lein tour moal kastell Arvor !

 

Dindindan d’an emgann d’an emgann !

O Dindindan d’an emgann ez an !

 

Nevezinti vat d'ar Vretoned !

Ha mallozh ruz d'ar C'hallaoued !

 

Erru ul lestr e pleg ar mor,

E ouelioů gwenn gantań digor ;

 

Degouezhet an aotrou Yann en-dro,

Degouezhet eo da ziwall e vro ;

 

D'hon diwall diouzh ar C'hallaoued,

A vac'hom war ar Vretoned.

 

Ken e laosker ur youc'hadenn,

A ra d'an aod ur grenadenn ;

 

Ken e sonn ar menezioů las ;

Ha from ha trid ar gazeg c'hlas ;

 

Ken e kann laouen ar c'hleier,

Kant lev tro-war-dro, e pep kęr.

 

Deuet eo an heol, deuet eo an hańv ;

Deuet eo en-dro an aotrou Yann !

 

An aotrou Yann a zo paotr mat ;

Ken prim e droad hag e lagad.

 

Laezh ur Vreizhadez a sunas,

Ul laez ken yac’h evel gwin kozh.

 

Luc’h a daol e c’hoaf p’en horell,

Ken e vrumenn an neb a sell.

 

Pa c’hoari kleze, ker kreńv e tarc’h,

Ken e taouhanter den ha marc’h.

 

Dalc’homp Bretoned, dalc’homp mat

Arsav na truez gwad ouzh gwad !

 

Skrignal ra bleizi Breizh-Izel,

O klevet embann ar brezel,

 

O klevet ar youc’h e yudont :

Gant c’hwezh ar C’hallaoued e reont.

 

Paotred Bro-C’hall lec’h ma kouezhint,

Betek deiz ar varn c’hourvezint ;

 

An diveradur eus ar gwez

ray dour benniget war e vez !

 

(Enor enor d’ar Gwenn-ha-Du

Ha d’an dreitourien mallozh ruz)

 

Roll kanaouennoů

 

Feunteun Santez Dwinenn

 

Barzhoneg diwar zorn ar C'hembread Ceiriog Hugues,

troet e brezhoneg gant Anatol ar Bras (1892)

 

1- Deus feunteun Santez Dwinenn an dour atav a red,

Koulskoude ar garantez atav zo bev er bed,

Ha, kaer o deus kaout vertuz holl speredoů an dour,

N'em zispartifont biken diouzh va mestrezig flour.

 

2- Mont a ris da Llandwinenn, un devezh kreiz an hańv,

Ken sodet gant ur verc'hig ken e oan strizh ha klańv.

Evań a ris deus ar feunteun, met kaer em boa evań

Na raen met karout muioc'h an hini a garan.

 

3- Goul' a ris petra d'ober digant un den a oad :

N'em daol en dour, emezań, hag az po da vennad.

Me war va fenn er feunteun, met a-raok dont er maez

Div wech gwashoc'h evit kent e karen va mestrez.

 

4- Mont a ris da eurediń, en hańv, ur mintin kaer,

D'iliz parrez Llandwinenn hag evit lâret berr,

N' desped deoc'h Santez Dwinenn ha d'ar reuz am eus bet,

Hiziv mui evit biskoazh ma c'halon zo sordet.

 

5- Enor vras da Llandwinenn ha d'he feunteun dour-red !

Met c'hwi yaouankiz da zont ; ho pezit sońj bepred

Penaos n'eus Santez na dour kap da droc'hań

Terzhienn gozh ar garantez az aer a zaou d'he c'hrennań.

 

Roll kanaouennoů

 

Pa sońjan e Selin

 

1- Doareoů ur paotr yaouank kozh,

Me m eus tapet ar boaz

Da dremen ma amzer neoazh

A-drugarez da seurt poz :

 

"Pa sońjan e Selin / e sav din, e sav din

Pa sońjan e Frańsoaz / e sav din c'hoazh

Pa sońjan e Maďte / Ma Doue e sav ivez

Met pa sońjan e Janin, / Neuze ne sav ket ken !

Pe savfe pe rafe ket, / An dra-se n'urzhier ket"

 

2- Ar ganaouenn c'hourel mat-se

Ur rimadell gastrek

O tasseniń barzh al loch-se

D'ar c'hedourien galonek :

 

3- Evit diduiń ma amzer

Da douellań an anken-mań

En ur evezhiań ar c'hleuzeur

A gan 'vel paotr an tour-tan :

 

4- Goude e bedenn diouzh an noz

Pa 'n ez un tammig sin

E kan ar c'hloareg e mod-s'  (e mod-se)

Hag eń war e zaoulin :

 

5- E Plasenn ar Steredenn

Deuet da zasorc'hiń an tan

Klevet a ris e-kreiz ma fromadenn

Mouezh ar soudard dian’ :  (dianav)

 

6- Hag ez an da echuiń bremań

Gant ma son yec'hedel

O lâret d'ar baotred o-unan

D'he lakaat da gan-broadel :

 

Roll kanaouennoů

 

Ev sistr ’ta Laou

 

Eürusań tud war an douar, lon la

Eürusań tud war an douar

Eürusań tud war an douar

Daou zen yaouank oc'h en em gar, lon la

Daou zen yaouank oc'h en em gar

 

Ar re zimezet n'em garont ket, lon la

Ar re zimezet n'em garont ket

Ar re zimezet n'em garont ket

Gav o amzer hir ha kalet, lon la

Gav o amzer hir ha kalet

 

N'oan ket c'hoazh tri miz euredet

'benn 'vezen bemdez chikanet

 

Taolioů botoů, fasadigoů

Ha toull an nor a-wechigoů

 

N'eo ket an dra-se c'hoazh ra poan din

Met traoů all zo bet lâret din

 

Lâret zo din 'oan butuner

Ha lonker sistr, ha merc'hetaer

 

Me blij ar sistr a voutailhoů

Hag ar merc'hed a vriadoů

 

Ar sistr zo graet 'vit bout evet

Hag ar merc'hed 'vit bout karet

 

Karomp pep hini e hini

'vo kuit da zen kaout gwarizi

 

Ev sistr 'ta laou, rak sistr zo mat, lon la

Ev sistr 'ta laou, rak sistr zo mat

Ev sistr 'ta laou, rak sistr zo mat

Ur blank, ur blank ar chopinad, lon la

Ur blank, ur blank ar chopinad

 

Roll kanaouennoů

 

Tri martolod yaouank

 

Tri martolod yaouank

tra la la la la la

Tri martolod yaouank

O voned da veajiń

 

O voned da veajiń, (4 gw.)

 

Gant avel bet kaset

Betek an douar nevez

 

E kichen Meilh-ar-Wern

O deus taolet o eorioů

 

Hag e-barzh ar veilh-se

E oa ur servijourez

 

Hag he goulenn ganin

Pelec'h hor boa graet konesańs

 

E Naoned er marc'had

Hor boa choazet ur walenn

 

Gwalenn a bromesa

Ha par omp da zimeziń

 

Ni zimezo hon daou

Ha ni zalc’ho tiegezh

 

Ni zalc’ho tiegezh mat

Evel ur vamm hag un tad

 

Ni zimezo hon daou

Ha pa n'eus ket a vadoů

 

Ma mamm c'hwi zo n'hoc'h aez

N'ouzoc'h ket piv zo diaes

 

N'hon eus na ti na plouz,

Na gwele da gousket en noz

 

N'hon eus na lińsel na lenn,

Na pennwele dindan ar penn

 

N'hon eus na skudell na loa

Na danvez d'ober bara

 

Ni raio evel ar yar

Ni a gousko war an douar

 

Ni raio giz 'r c'hefeleg

ay da noz da glask hor boued

 

Echu eo ar son-mań

An hini oar a gano c'hoazh

 

Roll kanaouennoů

 

Fańchig bihan

 

Fańchig bihan mevel an ti,

Kerzhit evidon da Geraouedi.

 

Tapit din ma jav ha bridit eń

Hag ez in me d’ar c’hoad gantań.

 

Demat deoc'h c'hwi plac’h ag al lenn,

C’hwi ganna brav, c’hwi ganna gwenn.

 

C’hwi ganna brav, c’hwi ganna gwenn,

C’hwi walc’ho e vouchouer d’an den.

 

Gannan ket brav, gannan ket gwenn

Walc’hin ket e vouchouer da zen

 

Kar me ‘m eus ur breur en arme,

Ha pa ouife kement-se...

 

Ha pa ouife kement-se,

Droc’hfe ma goug diwar ma divskoaz !

 

Roll kanaouennoů

 

Itron Gwerc’hez Kervaria

 

Itron Gwerc’hez Kervaria

Karget a levenez a joa,

D’ho pugale reit o mennad,

Ni ho ped, Mari o Mamm Vat.

 

Kaer e oa gwechall ho chapel

Kaer ‘vel kalon an dud fidel

A deue amań d’ho pediń,

Dirazor emań an testeni.

 

Heńvel ouzh Sent, pirc’hirined

D’ar chapel-mań zo deredet

Piv a lâro an niver dioute ?

Mari hepken, Mamm an Aeled.

 

Kement a dud hag a ya c’hoazh

Da Wengamp, dindan ar gwez glas,

Amań e vez gwelet war an dro,

Deuet eus kant parrez tro-war-dro.

 

Mari a gleve o fedenn,

Dezhe holl e roe o goulenn,

Darn ‘vit ar c’horf, darn all ivez

Bede Mari ‘vit an ene.

 

Anvet oc’h Gwerc’hez an Iskuit;

Gwelout a rit o vont kuit

Tud pareet, hag o foanioů

Chome da veuliń hoc’h Anv.

 

Roll kanaouennoů

 

Merc’hed Keriti

 

Selaouit holl hag e klevfet

Ur son zo bet nevez savet

 

E Ham tira la lir la ler

E Ham tira tra la lir lon la

 

Ur son a zo nevez savet

Da verc’hed Keriti ’z eo graet

 

Me a wel merc’hed Keriti

O tiskenn grav an Abati

 

Ganto ez eus paneradoů

Krampouezh gwinizh, boutailhadoů

 

Ar c’habiten a lavare

Na d’e vartoloded neuze

 

Lakomp ur vagig war ar dour

M’efomp ganti war vord ar mor

 

M’efomp ganti war vord an aod

Da wel ar merc’hed e c’hoant paotr

 

Ma vije bolontez Doue

vije amań an Douar Nevez

 

Ma vije bolontez ar Werc’hez

rafemp amań hon feskerezh

 

rafemp amań hon feskerezh

Etre ar Yulc’h ha Molenez

 

E ti Jan Hamon, ar sallerez

teufemp d’ho kwelet alies

 

Adeo Perroz ha Plaeraneg

Santez-Barba, Beg an Dreinded

 

Adeo Penn Briad evit mat

Adeo ma dous, ez an d’ho kuitaat

 

Roll kanaouennoů

 

Va jardin

 

War vordig an hent bras, me ‘m oa graet ur jardin, o !

Ar jardin a oa din war vordig an hent bras...

 

Met an holl dud a lâre din

Va jardin o va jardin

An holl dud a lâre din

Va jardin ne oa ket din !

 

En dro d’ar jardin-se, me ‘m oa savet ur c’hleuz, o !

Ar c’hleuz oa d’ar jardin,

Ar jardin a oa din war vordig an hent bras...

 

Ha war ar c’hleuzig-se, em boa plantet ur wezenn, o !

Ar wezenn oa d’ar c’hleuz, ar c’hleuz oa d’ar jardin,

Ar jardin a oa din war vordig an hent bras...

 

E-barzh ar wezenn-se e oa kresket ur skourr, o !

Ar skourr oa d’ar wezenn, ...

 

Ha war ar skourrig-se oa bet savet un neizh, o !

An neizh a oa d’ar skourr, ...

 

E-barzh an neizhig-se oa bet dozvet un u, o !

An u a oa d’an neizh, ...

 

E-barzh an uig-se e oa kresket ur big, o !

Ar big a oa d’an u, ...

 

Ha war lost ar big-se oa kresket ur bluenn, o !

Ar bluenn oa d’ar big, ...

 

Roll kanaouennoů

 

Kemenerien Pondivi

 

Tri c’hemener eus Pondivi

Lip e lip e laer e

Kargań raint o revrioů gę

Tri c’hemener eus Pondivi

A oa deuet du-mań da c’hoari.

 

oant ket antreet mat en ti,

Lip e lip...

oant ket antreet mat en ti,

o deus goullet o dijuni.

 

Pep a greunenn, pep a vouchenn,

o deus debret ar gemenerien.

 

Ma lavare an ozhac’h d’ar wreg :

Ar re-mań zo re ger o boued.

 

Ma lavare ar wreg bepred :

‘vit un devezh ne santfomp ket.

 

Pa oa sonet dek eur e Runan

oa lakaet ar yod war an tan.

 

Leizh ar gaoter vras betek ar grignenn

o deus debret ar gemenerien.

 

Ma lavare an ozhac’h d’ar wreg :

Ar re-mań zo re ger o boued.

 

Ma lavare ar wreg bepred :

‘vit un devezh ne santfomp ket.

 

Pa oa sonet teir eur e Runan

oa lakaet ar gleurc’h war an tan.

 

Pep a grampouezhenn, pep a zousenn

o deus debret ar gemenerien.

 

Ma lavare an ozhac’h d’ar wreg :

Ar re-mań zo re ger o boued.

 

Ma lavare ar wreg bepred :

‘vit un devezh ne santfomp ket.

 

Pa oa sonet seizh eur e Runan

oa lakaet ar pod war an tan.

 

Pep a garter kig-sall, pep a anduilhenn

o deus debret ar gemenerien.

 

Ma lavare an ozhac’h d’ar wreg :

Ar re-mań zo re ger o boued.

 

Ma lavare ar wreg bepred :

‘vit un devezh ne santfomp ket.

 

Tap din an alc’hwez alese,

‘vit ma roin arc’hant dezhe.

 

Pep a driwec’h diner o deus bet,

Pep a voned bihan o deus graet.

 

Roll kanaouennoů

 

Gwechall e oa

 

Gwechall e oa tan siminal

ha bremań zo "chauffage central"

 

Ha bremań zo, ha bremań zo,

Ha bremań zo, ha bremań zo...

 

Gwechall e oa gouloů lutig

ha bremań zo "l'tout électrique"

 

Gwechall e oa ar gazojen

ha bremań zo ar GPL

 

Gwechall e oa arc'hant er gęr

ha bremań zo "la carte bancaire"

 

Gwechall e oa c'hoari chiboud

ha bremań zo ar baby-foot

 

Gwechall e oa banne lambig

ha bremań zo ar "Gin Tonic"

 

Gwechall e oa ar butun glas

ha bremań zo "l'paquet d'gauloises"

 

Gwechall e oa ur bern traoů kozh

ha bremań zo "tout un tas de choses"

 

Roll kanaouennoů

 

D’ar bemp warn-ugent a viz Du

 

D’ar bemp warn-ugent a viz Du,

dje la ri da, la ri denno

Diskenn ar Saozon en Dour-Duff,

dje la ri da, ti rou li, tra di ri li, tra la la, la la lalo,

dje la ri da, la ri denno

 

Ar Saozon a zo diskennet,

Ur plac’h yaouank o deus laeret,

 

Laeret o deus ur plac’hig koant,

da gas gante d’o batimant,

 

Ar plac’hig koant sur a ouele,

Ar vartoloded a c’hoarzhe,

 

Na ouelit ket plac’hig yaouank,

Rak ho puhez ne gollot ket,

 

Rak ho puhez ne gollot ket,

Met ho enor ne lâran ket,

 

Hag an enor ur wech kollet,

Er marc’had ne vez ket kavet,

 

Ne vez ket kavet er marc’had,

Da brenań sac’had-ha-sac’had.

 

Roll kanaouennoů

 

Mamm an avaloů

 

Savet vo ar violońs, eme ar sonerien, ret e vo

Savet vo ar violońs eme ar sonerien, ret e vo

Ober ur son dańs nag evit ar wezenn, ret e vo

Ober ur son dańs nag evit ar wezenn.

 

Ar wezenn he deus gwrizioů hag a dreuz ar richer, hag a ya

D’ur barrez vihan damdost da Landreger.

 

O chom amań e Kerborn e-kichen ar c’hoadoů, glas eo

‘vel ur c’hlisinenn, hi leun a avaloů.

 

Un touch dimeus e he delioů zo pec’hed veniel, ha tańva

He avaloů zo ur pec’hed marvel.

 

Savet vo ar violońs, homań zo ur son trist, marv eo

Mamm an avaloů, ne vo ket ken a sistr.

 

Roll kanaouennoů

 

Son ar vartoloded

 

E Sant-Maloů war vord ar c’hae

a zo diskennet el lenn nevez.

 

Vergo, końservi końservando,

O la virgidi, la virgido,

La visteńgo, galet,

Ha me vez bemdez Matilin !

 

Ur vag nevez, karget a ed

Hag an dud zo deuet d’he gwelet.

 

Un dimezell deuet da welet

Pegement oa ar boezellad.

 

– etre daou skoed ha daou skoed dek

Met deuit er vag hag e welot.

 

P’eo deuet an dimezell er vag

Int komańset da navigat.

 

Hardizh d’ho pag martoloded

Un dimezell goant ho eus tapet.

 

Tapet hon eus un dimezell goant

Da gas ganeomp d’an Oriant.

 

– Me a glev va mabig eus a bell

a zo o ouelań en e gavell.

 

– O n’emań ket, o n’emań ket

N’emań ket al liv-se war ho peg.

 

N’emań ket al liv-se war ho peg

da vezań bet bugel ebet.

 

N’emań ket al liv war ho pizaj

Da vezań bet bugel biskoazh.

 

– Ma kouskan ganeoc’h er memes kambr

Me a ranko kavout paeamant.

 

– Daou skoed an deiz, tri skoed an noz

Ha kant skoed pa sono ar c’hloc’h.

 

En Oriant pa ‘z int diskennet

He zad he mamm o deus gwelet.

 

– O bońsoar deoc’h ma merc’h karet

Ni sońje deomp e oac’h kollet

 

– Kollet, va zad va mamm, n’oan ket

Met war ar mor oan ambarket.

 

Końje d’he zud he deus goulennet

Dimeziń d’unan eus ar vartoloded.

 

Da vestr ar vag eo dimezet

En noz kentań eus o eured.

 

En noz kentań eus o eured

Ur gwele plat o deus difońset.

 

An hini gozh diwar al lenn

a grie diwar bouez he fenn

 

– Ar gwele-se a zo nevez

An dud a zo ennań a zo ivez.

 

Roll kanaouennoů

 

An Aotrou Nann hag ar Gorrigan

 

An aotrou Nann hag e bried

Yaouankik-flamm voent dimezet,

Yaouankik-flamm dispartiet.

 

An itron he deus ganet dec’h

Daou vugel ker kaer hag an erc’h ;

Unan zo paotr, an all zo merc’h.

 

- Petra c’houl ho kalon a vad,

Pa’c’h eus ganet ur mab d’e dad ?

Livirit, m’her roy deoc’h timat :

 

Kig kefeleg a stank an diaz,

Pe kig karv ar forest c’hlas ?

 

- Kig karv eo a gavfen mat ;

Hogen poan vezo mont d’ar c’hoad.

 

An aotrou Nann pa he c’hlevas,

En e c’hoaf derv a grogas,

 

Ha war e varc’h du a lammas,

Ha d’ar forest c’hlas ez eas.

 

War lez ar c’hoad pa oa degouezhet,

Un heizez wenn en deus gwelet ;

 

Hag eń mont buan war he zro

Ken grene ’n douar dindano ;

 

Hag eń mont war he lerc’h raktal

Ken rede an dour diouzh e dal,

 

Ha diouzh e varc’h a bep kostez,

Ken a zeuas an abardaez ;

 

Ken a gavas ur wazh vihan

E-kichen ti ur Gorrigan,

 

Ha tro-war-dro un dachenn flour ;

Hag eń da ziskenn d’evań dour.

 

Ar Gorrig oa tal he feunteun

O kribań he blev hir melen,

 

Hag o c’hribe gant ur grib aour

(’n itronezed-se n’int ket paour.)

 

- Penaos out-te ken dievezh

Da zont da strafuilhań va gwazh !

 

Dimeziń din bremań rafet,

Pe e-pad seizh vloaz e sec’hfet ;

Pe a-benn tri deiz e varvfet.

 

- Dimeziń deoc’h me ne rin ket,

Rak ur bloaz ’zo on dimezet ;

 

Da zisec’hiń ne chomin ket,

Na ’benn tri deiz ne varvin ket ;

 

Ne varvin ket a-benn tri deiz,

Nemet pa vezo youl Doue ;

 

Met gwell eo din mervel bremań

Eget dimeziń d’ur Gorrigan !

 

- Va mammig kaezh, ma’m c’haret,

Aozet va gwele ma n’eo ket ;

Gant ar c’hleńved ez on dalc’het.

 

Na livirit tra da’m fried,

A-benn tri deiz e vin beziet :

Gant ur Gorrigan on bet skoet.

 

Hag a-benn tri devezh goude

Ar wreg yaouank a c’houlenne :

 

- Livirit din-me va mamm-gaer,

Ha perak e son ar c’hleier ?

 

Perak e kan ar veleien

War al leur-zi, gwisket e gwenn ?

 

- En noz-mań mervel en deus graet

Ur paour-kaezh hor boa kemeret.

 

- Va mamm-gaer din-me leveret,

Va aotrou Nann pelec’h eo aet ?

 

- E kęr va merc’hig ez eo aet ;

E berr e teuio d’ho kwelet.

 

- Va mamm-gaer gaezh, livirit din,

Ruz pe c’hlas d’an iliz ez in ?

 

- Va merc’hig, deuet eo ar c’hiz

Da vont gwisket du d’an iliz.

 

Pazenn ar vered pa dreuzas,

Bez he fried paour a welas.

 

- Pe re hon dud-ni zo marvet,

Pa’z eo hon douar-ni fresket ?

 

- Siwazh ! va merc’h, n’hallan nac’h mui,

Ho pried paour a zo enni !

 

War he daoulin en em strinkas,

Ha biken goude ne savas.

 

Burzhudus vije da welet,

An noz goude ma oa laket

An itron e bez he fried.

 

Gwelet div wezenn derv sevel

Diouzh o bez nevez d’an uhel ;

 

Ha war o brank div goulmig wenn,

Hag i ken drev ha kel laouen,

 

Eno o kanań da c’houloů-deiz,

Hag o nijal d’an neńv goude.

 

Roll kanaouennoů

 

Dromader ar fest-deiz

 

Diskan :

An dud a lâre war va lerc’h :

“Hennezh zo ’vel un dromader (1) :

Gall’ a ra treuziń ur fest-deiz

hep evań takenn ebet !”

 

1. Disul ’m boa touet er fest-deiz

’m bije ket evet chopinad ’bet.

 

2. Oa ket re ziaes ’vit komańs

pad un eur ’m boa heuliet an dańs.

 

3. Met Marsel Gwilhou hag Annie Ebrel

’doa lańset un heuliad fisel.

 

4. Ma zeod oa sec’h vel un tamm koad

hag a ruze kichen va zroad.

 

5. Ne oan ket gouest da gaozeal

oan mat da gas d’an ospital.

 

6. An tri goapaer, stag ouzh ar bar

a wigoure ’vel d’ur c’hozh karr.

 

7. O ! Biken ne douin en-dro

O ! d’en em virout da evo !

 

8. O ! Biken ne douin amań

O ! d’en em virout da evań !

 

(1) “dromader” = dremedal

“Dastumet” gant Louis-Jacques Suignard d’ar Sul 13.10.2002,

digant Le Coz-Monnot e Tro al Loar, goude fest-deiz Magor.

 

Roll kanaouennoů

 

Pennhęrez Keroulaz

 

Ar bennhęrez a Geroulaz

He devoa un diduell vras

En ur c’hoari diouzh an dińsez

Gant bugale an aotrounez

 

Evit ar bloaz n’he deus ket graet

Rak he danvez ne aotre ket

Emzivadez eo a-berzh tad

Grad-vat he c’herent a ve mat

 

“Ar bennhęrez a Geroulaz

He deus hiziv plijadur vras

o tougen ur sae satin gwenn

Ha bleunioů aour war he fenn”

 

Evel-se e komzed er sal

Pa zeue ar bennhęrez er bal

Rak markiz Melz oa erruet

Gant e vamm hag e heul bras-meurbet

 

“Me garfe bezań koulmig c’hlas

War an doenn a Geroulaz

Evit klevout ar gomplidi

Etre e vamm ha va hini

 

Gant e vad hag e anv brudet

Ar markiz-se din na blij ket

Hogen Kerdomaz pellik zo

a garan a garin atav”

 

“Me garfe bezań eostig-noz

El liorzh war ur bodig roz

Pa zeufe da zastum bleunioů

Ni ’n em welfe eno hon-daou

 

Me garfe bezań krakhouad

War al lenn ma walc’h he dilhad

Evit glebiań va daoulagad

Gant an dour a c’hleb he daoudroad”

 

Ar bennhęrez a lavare

D’he mamm itron, en devezh-se :

“Abaoe emań ar markiz amań

Va c’halon a zo deuet da rannań

 

Va mamm itron, me ho ped,

Da varkiz Melz n’am roit ket

Va roit kent da Ber ar Run

Pe, mar kirit, da Salaun

 

Va roit kent da Gerdomaz,

Hennezh en deus ar muiań gras

En ti-mań e teu alies

Hag e lezit din ober lez

 

- Va merc’h, ankouait an holl-se

Tra kent ho mad na zalc’han-me

Roet ar ger, pep tra zo graet

Da varkiz Melz e viot dimezet”

 

Itron Keroulaz a gomze

Ouzh ar bennhęrez evel-se

Rak erez oa en he c’halon

Ha Kerdomaz a oa he mignon

 

“Ur walenn aour hag ur sined

Gant Kerdomaz oa din roet

O c’hemeris en ur ganań

Me o azroy en ur ouelań

 

Dal, Kerdomaz, da walenn aour,

Da sined, da garkanioů aour,

N’on ket lezet d’az kemeret

Mirout da draoů ne zlean ket”

 

Kriz a galon neb na ouelje

E Keroulaz neb a vije

o welet ar bennhęrez kaezh

o pokat d’an nor pa’z ae er-maez

 

Ar bennhęrez a lavare

E Kastell-gall, daou viz goude :

“Ne gavfen ket ur c’hannader

Evit dougen d’am mamm ul lizher ?”

 

Koulskoude ul lizher a skrivas

Ha d’ar floc’h e berr e roas

Gant gourc’hemenn evit e gas

Raktal d’he mamm e Keroulaz

 

Pa erruas al lizher ganti

e oa er sal oc’h ebatiń

Gant lod tudjentil eus ar vro

Ha Kerdomaz a oa eno

 

Pa voe al lizher ganti lennet

Da Gerdomaz he deus lavaret :

“Lakait dibrań kezeg raktal

Ma’z aimp fenoz da Gastell-gall”

 

Itron Keroulaz a c’houlenne

E Kastell-gall pa errue :

“Petra nevez zo en ti-mań

P’eo stegnet ar perzhier er c’hiz-mań ?

 

- Ar bennhęrez oa deuet amań

a zo marv en nozvezh-mań

- Mard eo marv ar bennhęrez

Me eo he gwir lazherez !

 

Meur a wech din he doa lavaret :

Da varkiz Melz n’am roit ket

Va roit kent da Gerdomaz

Hennezh en deus ar muiań gras”

 

Kerdomaz hag ar vamm gablus

Skoet gant un taol ken mantrus

’zo en em ouestlet da Zoue

En ur c’hloastr, a-hed o buhez.

 

Roll kanaouennoů

 

E kreiz an noz

 

E kreiz an noz me glev an avel

O vlejal war lein an ti

 

Avel, avelig c'hwezhit 'ta

Al lann 'n em gann, hag a ya d'an daoulamm

Ha kanit buan kan ar frankiz deomp-ni

 

Diouzh ar reter e c'hwezh an avel

O vlejal war lein an ti

 

Diouzh ar c'hornôg e c'hwezh an avel

O vlejal war lein an ti

 

Diouzh an douar e c'hwezh an avel

O vlejal war lein an ti

 

Diouzh ar mor bras e c'hwezh an avel

O vlejal war lein an ti

 

Ne vern pe du e c'hwezh an avel

Brav eo bevań 'barzh an ti

 

Roll kanaouennoů

 

Pardon Speied

 

E pardon Speied ez on bet

E pardon Speied ez on bet

E pardon Speied ez on bet

E pardon Speied ez on bet

 

Ur plac'h yaouank am eus kavet

 

La la la le lo... La la la le lo...

La la la lo... La la le lo

 

La la la le lo... La la la le lo...

La la la lo... La la le lo

 

En ur park bras hon eus kousket

Ar verol bras am eus tapet

 

D'an ospital on bet kaset

War un daol vras on bet laket

 

Ha ma lost bras zo bet troc'het

Dre ar prenestr eo bet taolet

 

Ur mell ki-bleiz zo tremenet

Ha ma lost bras en deus lonket

 

Hag ar c'hi bleiz a zo marvet

La la la lo... La la le lo

 

Roll kanaouennoů

 

Son ar C’hafe

 

A Gastell-Paol da Lannuon

A Gernev da Oueloů

Ez eus bet savet meur a son

Diwar an evajoů

Evidon keit ha ma vevin,

Me gav din e lârin :

Netra ne blij din-me

'vel ur banne kafe

Netra ne blij din-me

'vel ur banne kafe

 

Ur vamm pa glev he bugel kaezh

O ouelań 'n e gavell

Gant ur banne kafe gant laezh

A ra dezhań tevel

Ha neuze div vouezhig vihan

A-unan a vouskan :

Netra ne blij din-me...

 

Ha pa'z eas Fańch, paotr faro,

Da welout Janig vrav

e lâras dezhi : "Du-mań zo

Sistr ha gwin leun ar c'hav"

Met Janig respontas a-benn

D'ar c'haezh den he sonenn :

Netra ne blij din-me...

 

En tiegezhioů pinvidik

eo bet a-viskoazh

Ar c'hiz da ginnig kafe rik

Goude ar predoů bras

Aotrounez hag itronezed

A gleved o lâret :

Netra ne blij din-me...

 

Ar paour ivez vesk al ludu,

En ur pod pri faoutet

A domm ur banne kafe du

A-raok mont da gousket

Hag hep sońjal 'n e baourentez

'n e wele e hunvre :

Netra ne blij din-me...

 

Kentań labour ar martolod

Kerkent m'eo dihunet

Eo redek da zifenn e lod

Eus an dour du karet

Hag ur wech leinet mat, d'e dro

E lâro, hep distro :

Netra ne blij din-me...

 

Ar c'hafe zo ul louzaouenn

Hep par dreist pep hini

Ha n'hallan ket en ur sonenn

Kaer a-walc'h he meuliń

Va son a vefe kalz re verr

Pa'z eo gwir, en ur ger :

Netra ne blij din-me...

 

Me a varvo ivez moarvat

Evel pep krouadur

Ha m'ho pez c'hoant neuze tud vat,

D'ober din plijadur

C'hwi verko war va bez dister

Don ha sklaer, en eizh ger :

Netra dezhań/dezhi ne blije

'vel ur banne kafe

 

Roll kanaouennoů

 

An Hini Gozh

 

An hini gozh eo va dous

An hini gozh eo, sur !

 

An hini gozh he deus arc’hant,

An hini yaouank a zo koant.

 

An hini gozh he deus blev gwenn

An hini yaouank blev melen.

 

An hini gozh e-barzh an ti

ne chom ket da feneantiń.

 

An hini gozh o labourat

a rafe mezh d’un ozhac’h mat.

 

An hini gozh a zo gwisket

Evel ar wir Vretonezed.

 

An hini gozh er pardonioů

ne chom ket da glask banneoů.

 

An hini yaouank dre ma ’z a

ne ra met c’hoarzhin ha kanań.

 

An hini yaouank war he fenn

ne oar ket kas ar pod soubenn.

 

An hini yaouank er foarioů

a chom da lipat likorioů.

 

An hini gozh a fell din kaout

pa rankfen mont da bastor saout !

 

Roll kanaouennoů

 

 

Hag evel-just, ma fell deoc’h gouzout hiroc'h

diwar-benn ar c'hanaouennoů-se (tonioů, skeulganoů, istor...)

n'ho peus nemet mont war al lec'hienn dispar-se :