degemer

e Plouha

istor kozh

hon istor

kartenn anv

oberoł

hag a nevez

staj hańv

raktresoł

"Ya" d'ar Brezhoneg

DAO

lavaroł

kanaouennoł

Kig&farz

liammoł

Gerioł stur

 

*  Kig-ha-Farz 

 

 

Setu aze dre-vras rekipe ar c'hig-ha-farz a vez fardet ganeomp da geńver pred bloaziek ar gevredigezh. Met ne vo ket diskuliet deoc'h hor rekipe deomp-ni : ur rekipe eo alato !

Rekipe dre ar munud, evit an deraouidi

Talvezout a ra ivez evit fardań farz gwenn (o erlec'hiań ar bleud ed du gant bleud gwinizh)

Evit 5 den :

 

Rikoł : ur sac'h lien a 30 santimetr dre 20, ur gaoter vras a-walc'h.

Danvezioł : 500 g. Bleud ed du, ½ litrad laezh, 100 g. amann, ur vi, ur meudad holen glas. Kig : bevin (un tamm diwar ar chapeled zo gwelloc'h) ha moc'h (kig sall pe jaritelloł).

 

Leuniit a zour ur gaoteriad, lakait anezhi war an tan. Prientit neuze an toaz diouzh a heul :

E-barzh ur girin, meskit ar bleud, ar vi, an holen. Ouzhpennit neuze tamm ha tamm an amann bet lakaet da deuziń. Memes tra gant al laezh betek ma vo levn an toaz. Leuniit ar sac'h gant an toaz-mań. Serrit mat gant ur c'hevre evit ne vefe ket kollet toaz.

Pa virv an dour, lakait ar sac'h toaz e-barzh (ar farz an hini e vo). Lakaat e-barzh holl legumaj o vont d'ober ar soubenn-ar-c'hig a c'hallit ivez. Evel-se e veze graet gwechall war ar maez : ha soubenn ho po war an dro.

A-benn div eurvezh, tennit ar c'hig hag ar sac'h farz eus ar bouilhońs. Diwall, tomm ruz eo, lezit anezhań da yenaat un tamm. Tennit ar c'hevre. War an daol, ruilhit o vont ha dont ar sac'h, betek ma vo bruzunet mat ar farz : na lezit ar farz ket da vont !

 

Kinnigit ar farz a-gevret gant ar c'hig. Ur c'halz eus an dud a boultrenn sukr warnań diouzh an druilh, met e zebret evel m'emań a c'haller ivez.

 

Tro-bleg Mari ar Stourm : evit kaout farz disec'hoc'h , blotoc'h, e laka e-barzh an toaz, en ur brientiń, ul loaiad eoul hag ur podig koaven (12 sl.)

 

Evit 500 den, a-walc'h eo fardań seier brasoc'h ha lieskementiń dre gant ar c'hementadoł !

 

Adstumm ar rekipe

Farz du (ar gwir hini, ar gwellań hini…) diouzh kaier rekipeoł Mamm-gozh…

Evit 10 den :

 

500 g. bleud ed du, 125 g. amann, ur pod 20 sl. dienn fresk, 4 vi, 3 loaiad sukr (diret), 1 loaiad holen gwenn, 200 g. Rezin sec'h, ¾ litrad laezh.

 

Meskit an holl zanvezioł-se gant ul loa goat : ar bleud da gentań gant ur banneig laezh, ouzhpennań an amann teuzet, ha neuze ar vioł baset evel un alumenn, an dienn, ar sukr, an holen, ar rezin ha peurrest al laezh.

 

Lakaat an toaz e-barzh ar sac'h, skoulmań o lezel un tamm goullo evit ma c'hallo koeńviń an toaz.

Lakaat en un taol ar sac'h en dour o virviń (3 l. Pe war-dro) a-gevret gant un tamm kig-sall hag un tamm kig-soubenn.

Pe poazhań ar c'hig-soubenn gant al legumaj eus un tu, hag ar farz gant ar c'hig-sall e-barzh ur gaoter all.

 

 

Ma fell deoc'h evelkent kaout un tańva a-raok kregiń gant ken bras labourioł, bep bloaz e vez aozet ganeomp ur c'hig-ha-farz bras :

ma fell deoc’h gouzout hiroc'h diwar-benn se, da Golina e c'hallit skrivań.