degemer
|
e Plouha
|
istor kozh
|
hon istor
|
kartenn anv
|
oberoł
|
hag a nevez
|
staj
hańv
|
raktresoł
|
"Ya" d'ar Brezhoneg
|
DAO
|
lavaroł
|
kanaouennoł
|
Kig&farz
|
liammoł
|
Gerioł stur
|
·
Aber :
ur gelaouenn lennegel e brezhoneg, mat d'ar re a fell dezho lenn brezhoneg
a-zoare. War al lec'hienn-mań e kavoc'h titouroł diwar-benn ar pennadoł bet
embannet, ar re da zont, ar chendaeloł aozet gant Aber, hag e c'helloc'h
koumanantiń aes-tre. ·
ALBB :
Atlas yezhoniel Breizh-Izel an hini eo, a zo bet savet gant Per ar Rouz etre ·
Al Levrig :
evit anavezout gwelloc'h kengevredigezh Bro-Dreger ha Goueloł. Kinniget e vez
ganto kentelioł brezhoneg, stajoł hag oberoł liesseurt, kelennerien da vont
da gelenn e-barzh ho kevredigezh, ha bep 2 pe 3 bloaz e vez embannet ganto AL
LEVRIG o kinnig en un doare divyezhek ar vuhez sevenadurel war o zachenn.
Geriaouegoł a bep seurt a vez embannet ganto a-hend-all : diwar-benn an
ostalerioł, ar c'hoari bouloł... ·
Ar Bed
Keltiek : lec'hienn ur stal eo houmań,
met ket forzh pehini ! aze po tro da gaout titouroł diwar-benn kement levr pe
bladenn geltiek 'zo tout. Dreist-holl e c'halloc'h prenań traoł na vezont ket
kavet aes e lec'hioł all. Hag arabat deoc'h kaout disfiz diouto, gant Keven
ar Fur e-unan e vez dalc'het ar stal, hag al lec'hienn ivez ! ·
Boulloł
Breizh : ul lec'hienn dispar da
weladenniń gant an holl re a vez dedennet gant ar c'hoari hengounel-se. Kavet
e vo eno leun a ditouroł talvoudus. ·
Breizh unvan :
evit ma vefe adunvanet Breizh, ar gevredigezh Breizh unvan en deus goulennet diganeomp
sinań ha brudań ar garta-mań : http://www.bretagne-reunie.org/soutenir/signez-la-charte/ ·
Brezhoned
Rueil : lechienn strollad Brezhoned
Rueil Malmaison eo. Setu ur gevredigezh a gas kalz oberennoł e kźr
Rueil, e-kichen Pariz : kentelioł brezhoneg, koroll, beajoł, stajoł,
diskouezadegoł... Ul lechienn vrav o deus, ma chellot gouzout hiroch diwar
benn ar gevredigezh-se : ar burev, an oberoł, ha kalz luchskeudennoł...
En o zouez e kavot emichańs re eus ar staj bet heuliet gant 7 anezho, e
Plouha en hańv 2006. ·
BZH 5 :
liammoł e-leizh vez kavet eno. Talvoudus da gaout chomlechioł liesseurt o
tennań da zanvez Breizh : Sevenadur - Yezh -
Ekonomiezh... hag ouzhpenn... ur gartenn eus ar Festoł-noz da zont ! ·
DAO :
ul lechienn espar, gant ur brassell prim war ar gengevredigezh DAO, hag ur
bern titouroł talvoudus : renabl ar chevredigezhioł a ginnig brezhoneg,
dafar kelenn, an hentennoł pleustret, ar stummadurioł kinniget... Hag ivez
titouroł diwar-benn ar chevredigezhioł ezel (lechioł, oberoł kinniget,
chomlechioł postel, lechienn genrouedad, darempredoł...) ·
Deskomp : hag
anavezout a rit strollad sonerezh brudet an Aotrou Mosk (Gael Billien), rener
mirdi Plouha ? Sonerezh eus an dibab a zo ganto ! Kit da welout o
lechienn, eno ho po tro da selaou o sonerezh, da anavezout ar strollad hag e
istor, ha da brenań, na petra ta, unan eus o fladennoł niverus. ·
EBB :
lechienn ar strollad Emsav Broadelour Brezhon, a ginnig « un hent nevez
evit Breizh ». Fonnus eo a-fet danvez, ha titouret mat-tre ;
da-skouer e kavot enni ur pennad deurus-kenań a-zivout istor Breizh. ·
Freelang :
el lechienn-mań, gouestlet dar yezhoł dre-vras, e challot kavout ur
geriadur Brezhoneg / Galleg Galleg / Brezhoneg da bellgargań... nevesaet ha
pinvidikaet e vez ar geriadur-se, ingal. Ouzhpenn-se, ur wech pellgarget, e
challot-chwi e binvidikaat hag e azasat diouzh ho ezhommoł ha diouzh ho
choant. ·
Geriadur.com :
geriadur galleg / brezhoneg dispar, savet gant Tangi ar Menn ; Ar
geriadur-mań a ginnig : ·
Geriadur
Troude : sed aze ur geriadur espar. Tra
da welout avat gant hini Preder, neus ger nevez ebet e-barzh, hogen, evit
kaozeal bemdez, reiń a ra tro da arverań troiennoł poblek, hep na vefe re liv
ar galleg war ho prezhoneg. ·
Imbourch :
lechienn un obererezh bet kaset en dro da-gentań gant Youenn Olier ;
enni e kavot pennadoł talvoudus, gallout a reot koumanantiń da Gannadig
Imbourch, pe he lenn war-eeun dre ar genrouedad, pe choazh prenań levr Y.
Olier « Enez ar Vertuz. » ·
Kanaouennoł :
gwerzhioł, kan-ha-diskan hag all. Ar pozioł a gavoch evel-just hag ivez ar
skridoł-sonerezh hag an tonioł enrollet e stumm midi. Dispar ma vennit
kanań ! ·
Kanerien ar Goueloł :
ul laz-kanań nevez e Bro-Oueloł, a zegemer ar ganerien dedennet gant ar
chanaouennoł brezhonek. Ezel eo eus ar chevredad Kanomp Breizh, ha, dre-se,
eus ar chengevredad Kendalch.
Neo ket ret grońs gouzout brezhoneg evit kemer perzh ; gwelloch eo,
avat. Plijadur ho po o kanań gant tud all, forzh penaos ! ·
Klask.com : mho
peus tra pe dra da brenań ; levrioł, pladennoł, choarioł, meziantoł...
liammet gant Breizh hag ar brezhoneg, kit ta da weladenniń Klask.com,
degemeret mat e vezot, se zo sur ! ·
Korvigelloł
An Drouizig : an difazier brezhonek da
bellgargań, a ya en-dro gant Outlook, Word pe Excel. RET-HOLL ! ·
Kreizenn
Abherve : lechienn kreizenn sevenadurel
Sant-Brieg an hini eo. Mignoned dimp int, hag a-wechoł e vez kaset oberoł
a-gevret gant ma vo graet muioch en dazont. It eta da weladenniń o
lechienn hag ho po tro da glevet keleier fresk war o divout. ·
Kuzul ar Brezhoneg :
lechienn ar Gevredigezh embannerien (KaB), a stroll meur a di-embann :
An Alarch, Al Liamm, Hor Yezh, Skol, pe An Tour-tan, da skouer. Kit ta
dober un dro drezi, mho peus ezhomm titour pe ditour war hol Lennegezh, pe
mar klaskit levr pe levr. ·
Langoland :
ur geriadur galleg-brezhoneg, evit ar re a zo o teskiń hor yezh... un nebeud
frazennoł boutin a vo kavet ivez... hag ouzhpenn ur cheriaoueg
dre zanvez. ·
Loecsen :
lechienn ur gevredigezh a zo he fal kas war-raok ar yezhoł... bras pe vihan,
hag an deskiń anezho. Enni e challot, da skouer, deskiń sinaeg dre ar
brezhoneg, pe ar chontrol, kenkoulz all ! ·
Ofis ar
Brezhoneg : evit gwelet petra eo
labour an aozadur efedus-mań : kas war-raok ar Brezhoneg evel yezh arnevez ha
startijenn ganti, ar pezh a zellez evel-just, met ar pezh neo ket avat evit
plijout dan holl, anat deoch ! ·
Opera : ar vulzun vrezhonek evit ar re
a fell dezho kaout un endro vrezhonek evit kas da benn o chlaskoł war ar
rouedad. ·
Per Kentel hag ar Barzaz Breizh; : Kemend a fell deoc'h gouzout war ganaouennoł ar Barzaz Breizh. ·
Preder :
ul lec'hienn a-zoare zo bet savet gant an ti embann oberiant-tre-se. Ma z it
warni e kavoc'h holl al levrioł bet embannet ganto dija, hag ouzhpenn
titouroł diwar o fenn. Ur
geriadur teiryezhek (brezhoneg / saozneg / galleg) en
linenn ho po tro da gavout ivez : talvoudus-tre eo ! ·
Roudour :
Lechienn ar gevredigezh Roudour a ginnig stajoł ha kentelioł brezhoneg,
a-hed ar bloaz, pa blij deoch hag evel a blij deoch (deoch da
zibab !) ; e Kreiz-Breizh dreist-holl. ·
Skol-Ober :
lechienn ar gevredigezh Skol-Ober a ginnig kentelioł brezhoneg dre lizher,
pe dre bostel, war 5 live, evit deskiń, pe mont war-raok
abaoe 1932. Kavout
a reot war al lechienn-se, poelladennoł en linenn hag un nebeut krafoł
yezhadur. ·
Tamm
Kreiz : ul lechienn liesseurt a-zivout
ar sonerezh henvoazel ; ar sonerien hag ar ganerien, an dańserien, hag
an deiziadoł. Luchskeudennoł o tennań dan danvez-mań zo ivez, ha pladennoł
nevez. ·
Wikipedia; : ul lechienn o kinnig deoc'h Plouha e brezhoneg. |