degemer

e Plouha

istor kozh

hon istor

kartenn anv

oberoł

hag a nevez

staj hańv

raktresoł

"Ya" d'ar Brezhoneg

DAO

lavaroł

kanaouennoł

Kig&farz

liammoł

Gerioł stur

 

Istor kozh Plouha

Pennadoł dibabet

 

 

Sellit aze daou zegouezh a-bouez en istor kozh Breizh hag a c'hoarvezas e Plouha pe er vro e-kichen.

 

Mister Kozh Sant Gwenole

(An buhez Sant Gwenole abat kentaf eus a Landevennec)

 

Skrivet e oa bet ar Mister-mań e 1580 met an istor anezhań zo da vezań lakaet war dro 500. Adskrivet e oa bet e 1716 gant Dom Pelletier hag adkavet, nevez zo, e 1935 gant Emile Ernault. 1278 gwerzenn, pep a 8 pe 12 silabenn zo o vont d'ober ar pezh-c’hoari enklotennet-mań.

 

Fragan (Sant-Paeron Ploufragan - 22) hag e wreg o treuziń ar mor adalek Enez Vreizh (Breizh-Veur a-vremań) zo erruet e Breheg e-kichen Plouha, maz int degemeret gant o c’henderv Gradlon, roue Kźr-Iz. Klemm a reont diwar-benn ar pezh a zo c'hoarvezout en Enez Vreizh abaoe m'eo bet aloubet gant ar Saozon, ha goulenn bod digant Gradlon. A galon digor eta int degemeret gantań. Ur mab a zeuio dezho neuze, Gwenole an hini eo.

Diouzhtu goude e-barzh ar pezh-c'hoari, e vez gwelet Sant Gwenole, deuet da veleg, o prezeg ouzh e eontr : emań o kenteliań anezhań diwar follentez ar bed-mań. Neuze e ro hennezh, evel pinijenn, profoł e-leizh da Wenole ha d’e abati. En desped da gement-se e tamall taeroc’h c’hoazh Gwenole ouzh Gradlon na vezań ket ur roue mat, ha war-lerc'h e tiougan, skoazellet gant e eontr, da dud Kźr-Iz lińvadenn o c’hźr, met den na selaou anezho.

Diouzh ma oa bet diouganet kentoc'h, beuzet eo Kźr-Iz met saveteet eo Gradlon gant harp Gwenole. Diwar neuze ez aio Gradlon war e leve en ur manati. E dibenn ar pezh-c’hoari, emań Gwenole o hir zivizout gant ar werc’hez Vari, a-raok seveniń burzhudoł e-leizh (adsavidigezh unan varv...) ha neuze pediń an holl arvesterien da veuliń Doue a-gevret gantań.

Ahez merc’h Gradlon eo Dahud evit Albert Legrand (s.o Gwenhudw, korrigan an dourioł e Kembre.) Gwerz Kźr Is savet gant Olier Souetr e 1850 zo deuet abaoe el lennegezh dre gomz, hag ur bern roudoł eus ar vojenn-mań a vez kavet e-mesk ar bobl e Breizh.

 

Anavezetoc'h eo en deizioł a hiziv ar werz bet savet diwarnań gant Olier Souetr eget ar Mister e-unan. Koulskoude ez eus amań un elfenn a-bouez-bras evit brud vat hor bro er bed a-bezh : Mojenn Kźr-Iz an hini eo ! Ha bremań e c'houlennan diganeoc'h : "daoust hag-eń e vije bet eus ar vojenn espar-se ma ne vije ket bet eus Plouha ?"

 

Petra a ouzomp diwar-benn Santez Twina e 2003 ?

 

Santez Twina ar mor e Breizh

Ent-kefridiel, da lavaret eo en un doare "ofisiel", a-hed ar c'hantvedoł diwezhań, eo bet anavezet ar chapel-mań dindan anv chapel "Sainte Eugénie". Biken n'eo bet meneget anv Santez Twina en dielloł, niverus a-walc'h evelkent abaoe ar XVvet kantved, hervez René Couffon ("Quelques notes sur Plouha, 1929, adembannet gant Expression, 1990). Ha koulskoude setu penaos e krog Gwerz Santez Eujeni : "Buhez pe gwerz Santez Eujenia mui anavet dre an anv Santez Thouin ar mor."

 

 

Bev eo anv Santez Twina c'hoazh e eńvor tud porzh-mor Brec'heg, Lannloup ha kźriadennoł Plouha tost d'ar chapel. Meneget e vez hec'h anv e-kerzh pardon ar chapel a vez lidet e miz Eost bremań. Betek mareoł diwezhań ar pardon kozh a veze lidet araok an hańv gant tud vihan ar vro e veze enoret Santez Twina kentoc'h eget Santez Eujeni er chapel-se ("La Chapelle de Sainte Eugénie en Plouha", Louis Dagorn, Les carnets du Goėlo N°10-1994). Hervez Per ar Saoz (genidik eus Brec'heg) pa veze lavaret Santez Ujeni gant unan bennak dirak e dud e veze resisaet "Santez Twin" diouzhtu ganto (Al Liamm, 1995, 290/291). Koulskoude eo sklaer e kouezho kehelerezh Santez Twina amań e Plouha e toull don an ankounac'h a-benn nebeut ma ne vez ket degaset en-dro istor he buhez da sońj an dud. N'eo ket perzhioł he feunteun sakr, gouest da bareań ar c'hleńvedoł skouarn hervez ar brud met gwallgaset gant hentennoł al labour-douar arnevez, a c'hello delc'her bev anv Santez Twina e speredoł an dud. Ha koulskoude, nag a vurzhudoł en istor Santez Twina. Hini ar yaouankiz e oa he fardon. Hervez Goulc'han Kervella ("Mezegiezh ha lennegezh e brezhoneg en XIXvet kantved") e veze pedet ivez Santez Twina evit ar vrazezded diaes hag evit distanań d'ar poanioł hag an ankenioł.

O vont da gouezhań en he foull e oa ar chapelig war lerc'h ar brezel diwezhań. Ma'z eo bet saveteet ar chapel diouzh he diskar gant tud a youl vat abaoe, n'eo ket bet peurechuet al labour c'hoazh peogwir estreget ar mogerioł a ya d'ober ur chapel. Saveteiń n'eo ket salvel ! Hon dlead a-stroll eo he rentań d'he endro ha d'he ferc'henn anavezet a viskoazh.

 

E Bro Sant-Maloł e vez enoret Sainte Ouine ivez ; e Mordreuc (Pleudehen) ez eus ur chapel war hec'h anv. Daoust d'an heńvelderioł a ra eus an div Santez hini an dud a vor n'eo ket bet kadarnaet c'hoazh hag ez eus unan hepken diouto o div. Ar pezh a zo anat dimp (evel ma oa da Anatol Ar Braz ha da Loeiz Dagorn) ne ra hor Santez Twina eus Plouha nemet unan gant Santez Douenwenn, enoret e Kembre.Ezhomm hon eus bremań da c'houzout da vat piv e oa Santez Twina ar mor, hag istor he buhez.

 

Santez Dwinenn e Kembre

Enoret e vez Santez Dwinenn e Kembre d'ar 25 a viz Geńver en un doare a zere muioc'h dezhi eget hon hini amań e Breizh. Maeronez an amourouzien eo. Embannet eo bet hec'h istor e brezhoneg e-barzh Bretagne Hebdo (22-28/01/03) gant K. Keruhel. Bevań a reas er 5vet kantved hag ur brińsez e oa. E karantez e oa gant Maelon hag hemań a oa e karantez ganti. Koulskoude ne felle ket dezhi dimeziń gantań. Diaes e oa terriń d'e c'hoant dimeziń dezhań koulskoude ha ret e voe dezhi fardań un enep-c'hwistantin (un aozad kontrol d'an hini kemeret gant Tristan hag Izold !)

 

Llanddwyn e Kembre

 

Re greńv e voe an died ha skornet e voe da vad ar paour kaezh Maelon ! Strafuilhet ken ha ken gant ar pezh a c'hoarveze e pedas c'hwek Douenwenn gant tri mennad : 1) ma vije diskornet Maelon, 2) Ma vije disammet kement gwir amourouz diouzh bec'h ar garantez, pe dre lakaat an div galon a unan, pe dre derriń ar gwall garantez a ve da unan hepken, 3) ne vije den ebet o klask dimeziń ganti. Da c'houde ez eas da vevań war un enezennig distro e hanternoz Kernev. Porthddwyn e Kembre zo dediet dezhi hag un iliz e Kernev-Veur. Bremań e ra berzh Gouel Santez Dwynenn e Kembre mui-ouzh-mui. Boas eur da brofań bleunioł, chokolad, ha loaioł karantez da geńver an deiz-se. Kalzig a gartennoł a vez kaset ivez.

FEUNTEUN SANTEZ DWINENN

"Ni ivez hon eus, e Breizh Izel hor Santez Twina. Bez he deus he chapel e Bro-Oueloł e parrez Plouha. Enoret e vez dindan anv Santez Twina ar Mor" eme Anatol ar Bras e-barzh "Les annales de Bretagne, miz Kerzu 1892."

Treiń a reas e brezhoneg ha galleg barzhoneg ar C'hembread Ceiriog Hugues.

 

Chapel Santez Ujeni pe Santez Twina e Plouha

(lakaet e brezhoneg gant Per ar saoz diwar skrid Loeiz Dagorn)

 

E-kichen porzh-mor Breheg e parrez Plouha, n'em gav ur chapel en enor da Santez Ujeni pe Ujenia, hervez ar veleien, met a-viskoazh eo bet anvet gant ar bobl "chapel Santez Twin ar mor", skrivet ivez Twyna, Twynen.

 

 

Evel Loeiz Dagorn, aozer ar pennad-mań, ez on bet ganet tost da Vreheg, ha pa oamp krennarded, hon eus klevet alies hon zud o komz eus Santez Twin, ha ma vije lavaret "Santez Ujeni" dirazo, kerkent e resisaent "Santez Twin".

Va mamm-gozh am c'hase bihanik-tre ganti bep bloaz da bardon Santez Twin.

 

Santez Ujenia pe Santez Twin, div santez eta evit an hevelep chapel. Ur gudenn ! d'he dirouestlań, diskleriadurioł iskis zo bet ijinet. Hervez lod n'e oa Twina ken met un adstumm (ul lesanv) eus Ujeni.

Lod all a sońj dezho en defe, goude an dispac'h, ur seurtanvet aotrou Touin degaset da Blouha relegoł Santez Ujeni ha lakaet sevel ur chapel evit o gwaskediń. Tud ar vro avat n'o doa ket kalz a zoujańs ouzh ur Santez na oa ket eus Breizh, ha setu perak ne raent ket "Santez Ujeni" diouti, met "Santez an aotrou Touin" deuet buan eta da vezań "Santez Twin" ha mat pell 'zo. Sed aze bepred ar pezh a gaved er werz hir a oa bet embannet e Lannuon gant tad Charlez ar Goffig diwar-benn hor Santez : "Buhez pe werz Santez Ujenia mui anavet dre an anv Santez Twina ar mor..."

Hervez Jakez a Vorajin, un dominikan, arc'heskob Jenoa en XIIIvet kantved, Ujenia a oa bet ganet e Roma e deroł an IIIvet kantved. Anvet e voe he den-jentil a dad da brefed e Aleksandria. Deuet da vezań kristen e voe badezet hag e c'houllas mont da abadez e-barzh ur manati, hag e 257 e varvas, gwerc'hez ha merzherez. Er chapel e weler delwenn Ujenia gant ur vazh eskob. Sed aze an doare ofisiel a zo gant an Iliz.

Met perak eta e veze anvet "Twina" ar Santez-se gant tud vunut eus ar bobl a oa ar brezhoneg yezh o c'havell ? Enoret e veze ganto ha deredek a rae an dud eus a bell d'he fardon.

E-barzh ar werz rakveneget e kaver anv an aotrou Touin evel ur madoberour kalonek, e anv gwirion Grimault. E holl vadoł en defe hennez roet dre destamant e 1643, da lakaat sevel ar chapel.

Unan a n'anaveze tamm brezhoneg ebet a lavaras ur wech : skrivet e veze "Ouin" evit "Eugénie" e brezhoneg, ha dre ma ne zegouezhe ket mat "Santez Ouin" da zivskouarn brezhonek e veze ouzhpennet un -t- dre gomz, ha dre skrid da c'houde.

Anatol ar Bras (1859-1926) a zegasas ar respont o treiń e brezhoneg hag e galleg barzhoneg ar C'hembread Ceiriog Hugues : "Feunteun Llandwynen". "Ni ivez emezań hon eus e Breizh-Izel, e Plouha hor Santez Twina". "Llan" a dalv kement ha "parrez" e kembraeg, evel Lanvaodez a zo gouestlet da Vaodez amań e Breizh : kevatal eo al "Llan" kembraek hag al "Lan" brezhonek.

Kalz a vertuzioł zo gant hor Sent vreizhat, met unan eus ar re wellań eo Twynen paz eo gouest da frealziń ar poanioł kalon, diouzh ar varzhoneg. Hervez ar vojenn gembraek, he defe Twynen serret he muiań-karet e-barzh ur gaoued wer kuit dezhań da goshaat, hag evit ma chomfe atav tost d'he c'halon : lakaet eo bet da batronez ar c'harantezioł gwirion e Kembre.

Twina eus Plouha zo ivez patronez an amourouzien. Pedet e veze c'hoazh Santez Twina evit ar vrazezded diaes, ar poanioł hag an ankenioł. Evel pardon ar yaouankiz e veze sellet Pardon Santez Twina e derou an XXvet kantved, p'en em gave eno rummadoł tud yaouank gant ur feiz virvidik. Ar memes feiz avat hag hini hon hendadoł a zeredas da Vreizh Vihan eus tu all da Vor Breizh, argaset gant alouberien Enez Vreizh.

Kendalc'het e voe, goude dezho bezań divroet, gant keheladur Twynen, hag ar stivell o strinkań e-kichen beg douar Breheg a droas da feunteun vurzhudus.

Kement-se a c'hoarvezas eta etre ar Vvet hag ar VIIvet pa zeuas Armorika da vezań Breizh.

Pell goude e voe savet ur chapel en enor da Santez Ujeni el lec'h-se, met gant ar bobl e voe dalc'het da enoriń Twynen ar Vreizhadez (eus Enez Vreizh).

 

Tostoc'h diouzhimp evit echuiń, tro am beze 0da glevet alies digant Yvonne Le Meur (brezhonegerez eus Plouha, bet ganet hag o chom eno he buhez-pad, aet da anaon ur bloaz 'zo) anv eus "pardon Santez Twin".

 

Hag anavezout a rit Santez Douenwenn maeronez an amourouzien ?

Setu ni eta e Kembre, war roudoł Santez Twina, ne vez ket skrivet dres memes mod e kembraeg, met ar memes hini eo, sur ha n'eo ket marteze ! Sed amań ur pennad bet skrivet gant K. Keruhel e "Bretagne Hebdo."

Nevez a-walc'h eo e vez lidet Sant Valentin, gant profoł e-leizh da brenań da-heul. Ha gouzout a rit ez eus un dra gevatal e sevenadur ar Gelted ? Lidet e vez dreist-holl e Kembre...

 

Eno eo anavezet dreist-holl gant ar stumm Dwynwen, met skrivadurioł all a gaver : Dwyn, Donwen, Donwenna, Dunwen, Thenova...

Bevań a rae er 5vet kantved hag e oa unan a-douez 24 merc'h an tiern Brychan Breicheinog. Koant ur bam e oa, ken kaer hag an heol ;

E karantez e oa gant Maelon, ha hemań a oa e karantez ganti ken e oa. Ar pezh a zo, ne felle ket dezhi dimeziń gantań : n'eo ket sklaer ar perag. Hervez doareoł an istor, e felle dezhi mont da leanez, pe e oa bet kinniget d'un tiern all digant he zad, hag ar paour-kaezh Maelon, eń, ne gomprene ket perak, pe ne c'houlle ket kompren. Doaniet gant prez he muiań-karet e tec'has razań ha mont da guzh en ur c'hoad. En noz, dre he huńvre, e voe desket dezhi digant un ael penaos ober un enep-c'hwistantin da derriń d'he c'harantez.

Ne voe ket heuliet mat a-walc'h, moarvat, al louzaouennadur pa voe kinniget an died da Vaelon, rak terriń a reas kement ha ken bihan d'e vrouden he c'heńver ma voe troet da skorn.

Pediń c'hwek a reas Douenwenn neuze da gaout tri mennad : 1- ma vije diskornet Maelon ; 2- ma vefe disammet kement gwir garedig diouzh droug ar garantez, pe dre lakaat an div galon da vleuniań a-gevret, pe dre derriń ar gwall garantez gouzańvet gant unan hepken ; 3- ne vije den ebet o klask dimeziń ganti. Mont a reas d'en em staliań en ul lec'h didud-krenn, un enezennig er-maez da Enez-Vōn, Ynis Llanddwyn.

Diwar-se e teuas Santez Douenwenn da vezań maeronez an holl garediged. Gouzout a reer evel-se, e oa bet ar barzh Dafydd ap Gwilym, er 14vet kantved, o c'houlenn ganti reiń Morfudd dezhań, ar plac'h a gare. Gwall hardizh e oa hor paotr pa oa eus Morfudd ur plac'h dimezet dija !

Brudet-kenań e oa al lec'h er 16vet kantved ma veze graet pardonioł, ha dont a reas da vezań lec'h pinvidikań ar c'horn-bro.

Eno ez eus ur feunteun sakr : Ffynon Dwynwen. Gallout a reer gouzout gwirionez ur garantez en ur deurel bruzun bara enni, ha goude-se, ledań ur frilien war-c'horre an dour. Ma teu ur silienn bennak da zirenkań anezhań ez eo mat an traoł ! Aesoc'h ez eus, ma verv an dour e-keit ha m'emaoc'h war al lec'h ez eo mat ar jeu.

Pedet e vez ivez evit gwareziń ha pareań al loened dońv.

Feunteunioł karantez a gaver ivez e Breizh, gant an elfennoł-se : bruzun, sili, dilhad... ha tost-tost eo gouel ar Santez-se (25 a viz Genver) da ouel bras ar merc'hed en deiziadur ar Gelted, ar 1ań a viz C'hwevrer. An doueezed eo ivez a veze karget da wareziń al loened.

Porthddwyn e Kembre zo gouestlet dezhi ivez, hag un iliz e Kernev-Veur. E Breizh ez eo dindan an anv Touinenn, Touin, Touina... eo anavezet... Enoret e vez e Plouha, Sant-Loup, Pleudehen, da skouer.

Berzh a ra ar gouel-se mui-ouzh-mui. Boas eur da brofań bleunioł, chokolad ha "loaioł-karantez" hollvrudet Kembre da-geńver an deiz-se, kalzig a gartennoł a vez kaset ivez. Arabat disońjal eta ar 25 a viz Genver.