degemer

e Plouha

istor kozh

hon istor

kartenn anv

oberoł

hag a nevez

staj hańv

raktresoł

"Ya" d'ar Brezhoneg

DAO

lavaroł

kanaouennoł

Kig&farz

liammoł

Gerioł stur

 

Hon oberoł

 

 

Bepred e vez Raktresoł... ha traoł kadarnaet endeo.

4 c’hentel vrezhonek zo diwar vremań, gant 4 live disheńvel :

 

·        live 1 : evit deraouidi hep tamm anaoudegezh ebet eus ar yezh pe dost, ha c’hoant ganto deskiń hor yezh veur, evit kaout darempredoł donoc’h gant o endro, ha pa vefe istorel, sevenadurel pe denel.

·        Live 2 : evit tud gant un tammig anaoudegezh eus ar brezhoneg, pe fals deraouidi m’ho peus c’hoant (tud bet e live 1 e-pad ur bloavezh, pe bet en ur staj brezhonek ur wech bennak, pe c’hoazh bet klevet brezhoneg tro dro dezho pa oant bihan)

·        live 3 : evit tud gouest da gaozeal (“komz a c’hellan met diaes eo din c’hoazh”) ha c’hoant ganto peurzeskiń ar yezh, koulz dre skrid ha dre gomz. Adalek al live-se e vez kelennet e brezhoneg penn-da-benn, gant ar ger-stur : “ger gallek ebet !“

·        live 4 : evit ar re en o bleud gant ar brezhoneg ha c’hoant ganto peurstudiań diaesterioł zo. E-barzh al live-se evel-just e rankomp bezań fealoc’h c’hoazh d’hor ger-stur : “ger gallek ebet !“

·        Kentelioł ouzhpenn : ur Sadorn bep miz int digor da holl izili Kalon Plouha (a heuilh kentelioł brezhonek bep sizhun pe get) c’hoant ganto mont war-raok pe en em voazań ouzh ar yezh : tu zo, evit kemer perzh, da emezelań da Galon Plouha (20€) ha pa ne vefec’h dedennet nemet gant se. War ar bajenn “HAG A NEVEZ” e vez skrivet deiziad an hini a zeu.

 

Evit lakaat ho anv er c’hentelioł-se, e c’hellit skrivań da unan ac’hanomp :

da Fańchig, da Golina pe da Domaz

 

Ouzhpenn kentelioł brezhonek a vez graet gant Kalon Plouha evel-just,

 

·        Baleadennoł a vez aozet gwech an amzer er vro evit dizoleiń ar c’hoadoł, an hentoł don, ar sterioł, pe c’hoazh al laboused... met dreist-holl evit daremprediń an eil gant egile, en ur gaozeal brezhoneg evel-just ! E Plouha pe tro war dro e vezont aozet peurliesań : e Breheg, e Beg Plouha, e Lanleńv, e Staol ez eus bet anezho dija.

·        Prezegennoł a vez tu da glevet alies ivez er skolaj e Plouha pe en Oaled Vrezhon : Gwennole Ar Menn, Daniel Giraudon, Yann Taleg da skouer o doa bet ar vadelezh da ginnig deomp o oberennoł. Liesseurt-tre e vez an temoł kinniget.

 

·        Sonadegoł a glasker aozań ivez : e Chapel Kervaria an Iskwit e oa bet aozet div er bloazioł tremenet : da gentań e oa Anne Heyman (telennerez eus ar Stadoł Unanet) a oa deuet da reiń deomp da glevet douster sonioł he zelenn geltiek, ha da c’houde hor boa bet mil plijadur o klevet hini Yann Fulub Dupuis (unan eus ar re wellań e Breizh evit seurt benveg) deuet a-ratozh e Kervaria, gant e strollad sonerien ha kanerien dispar a-bezh, Kervalan e anv.

Da-geńver staj brezhonek 2004 hor boa degemeret Ifig Troadeg : arbennik war an dastum eo eń, gant-se en doa roet deomp da glevet gwerzioł eus ar c’haerań. E 2005 ha 2006, Louis-Jacques Suignard a oa deuet ; hag e 2007, Louis-Jacques adarre, gant e geneil Yann-Gireg ar Barz, hag ar strollad DESKOMP da geńver 2 sonadeg.

 

 

 

 

 

·        Ur c’hig-ha-farz a vez aozet bep bloaz, a-benn reiń kalon d’ar muianiver da gregiń e-barzh, a-gevret ganeomp. E 2003 hor boa fardet holl a-gevret hor c'hig-ha-farz kentań, ha mat e oa me lār deoc’h !

Tremenet eo an darvoud evit 2008 endeo. Dispar e oa bet an aergelc'h. Ma fell deoc’h kemer perzh evit ar wech o tont, embannet e vo, kerkent ha resisaet an deiziad, er bajenn “hag a nevez ?”

 

·        Ur Fest-noz a oa da-heul kig-ha-farz 2005 : deuet oamp a-benn anezhi, aozet e vo en-dro en dazont eta.

 

·        Pe ur Fest-deiz evel e 2008, da-heul ar c’hig-ha-farz...

 

·        Ur staj brezhonek a vez aozet e-pad ur sizhun diouzh an hańv.

Evit ar eizhvet gwech e oa bet graet er bloaz-mań. Berzh en doa graet ar staj e 2003, a-dra-sur, gant 25 stajiad. Gwelloc’h e oa bet c’hoazh e 2004 gant 30 stajiad hag, e 2005, an 32 stajiad hag ar 4 c’helenner a oa laouen-kenań gantań !

Adaozet e vo c’hoazh er bloavezhioł o tont gant ar spi e kendalc’ho da vont war wellaat ha war greskiń...

 

2003

 

2004

 

2005

 

2006...

 

Kentelioł a vez bemdez eus 9e betek 15e30, ha goude-se obererezhioł liesseurt betek 18h-18e30 (diouzh tro). Kinnig leun a obererezhioł liesseurt ouzhpenn ar c’hentelioł a fell deomp, a-benn reiń tro d’an dud da zizoleiń traoł a-drugarez d’ar brezhoneg.

War dro 160 € eo ar sizhunvezh staj-se (120 € evit ar studierien pe an dud dilabour)

sed amań un alberz eus staj ar stajoł kentań...

 

... hag ivez luc’hskeudennoł eus hini 2010

Taolit pled ne vez ken anv a "Staj" abaoe 2010, hogen a "Festival ar brezhoneg e Bro-Oueloł”, kel lies a oberoł a vez kaset en e ser.

 

 

Ma fell deoc’h dont d’unan eus hon abadennoł kaer ha liesseurt, skrivit ‚ta !

da Fańchig, da Golina pe da Domaz