degemer
|
e Plouha
|
istor kozh
|
hon istor
|
kartenn anv
|
oberoù
|
hag a nevez
|
staj
hañv
|
raktresoù
|
"Ya" d'ar Brezhoneg
|
DAO
|
lavaroù
|
kanaouennoù
|
Kig&farz
|
liammoù
|
Gerioù stur
|
|
·
EMVOD KALON PLOUHA : distro skol |
Raktresoù liesseurt
ha niverus hon eus evit ar bloaz-mañ ha goude, ha lod zo bet kadarnaet dija : ·
Deuet e oa e Plouha strollad c'hoariva brudet Goulc’han
Kervella ;
STROLLAD
AR VRO BAGAN,
da-geñver Pask 2014, e sal an Erminig, evit c’hoari o fezh brudet : ar
Basion vras ; berzh-bras o doa graet ! E 2015 e vo c’hoariva
adarre, gant ur pezh skrivet gant Yann-Fulub Dupuy : "Re
an tu all,"
ha moarvat unan all, aesoc’h da gompren, evit ar vugale a zo e skol divyezhek
Plouha : Alanig Al Louarn, evit ar re yaouank (adalek 6 vloaz) hag an dud deuet, gant ar
Strollad Mat ar Jeu, d’ar Sul ·
Un abadenn a vo en hañv e Chapel Kervaria, diwar-benn Lez Breizh. Marteze e teuio Iffig Troadeg, met se zo da vezañ
kadarnaet... ·
Plijet e vefemp o pediñ Louis-Jacques
Suignard, ur Sadorn bennak e 2014-2015,
marteze : a-benn kinnig un abadenn kanañ... ur seurt kentel kan ma fell deoc’h, met digoroc’h ! Hag evel-just, e
c’hellfe an abadenn-se echuiñ gant ur sonadeg, diouzh an noz, a-berzh ar
c’haner dispar m’eo Louis-Jacques.
|
|
da
Fañchig, da Golina pe
da Domaz