Orin ar Chapel

Savet e vije bet ar chapel e 1240 diwar youl Herri ag Avalgor. War a vez lavaret e falveze dezhań diskouez ec'h anaoudegezh vat d'ar Werc'hez Varia en ur sevel ur chapel d'hec'h anv, goude bezań deuet en-dro yac'h ha dibistig diouzh kroaziadeg 1239, "Kroaziadeg ar Baroned" anezhi. Bez' e c'haller sońjal ez eo se ur gaer a vojenn pa vez lakaet ivez savadur Kouent ar Gordennerien (Couvent des Cordeliers) e Dinan war e anv gant an hevelep desplegadenn hogen dre ur gouestl da Sant Frańsez ag Asiz. E gwirionez e vije bet savet Gouent ar Gordennerien gant e vab Alan II ag Avalgor (miret eo bet an anv Avalgor gant lignez Herri). Eno e varvas ar manac'h novice Herri ag Avalgor er bloavezh 1281.

Piv e oa Herri ag Avalgor?

Herri ag Avalgor, bet ganet e 1205, a oa mab da Alan Goueloł, an hini a skoazellas kement ar venec'h "Premontrés" d'en em staliań en abati nevez Boporzh tro-dro d'ar bloavezhioł 1200. Estreget kont Goueloł e oa Alan peogwir e oa perc'henn war douaroł Tregor ha Pentevr gant gwirioł war re Leon, mui douaroł all e Bro C'hall ha Bro Saoz. Hanterenn norzh Breizh a oa dindan ec'h aotrouniezh. Aozet e oa bet eured e vab Herri gant Alix a Vreizh, hźrez an dukelezh, hag int yaouank c'hoazh. Dalc'hmat diwar attiz e dad e voe anavazet Herri evel Dug Breizh gant baroned Vreizh bodet e Lambaol e 1209 gant asant Philippe Auguste, roue Bro C'hall. Koulskoude, pa oa Alan oc'h ober e dalaroł e cheńchas Philippe Auguste e vennozh ha reiń a reas dorn Alix da Ber Mauclerc, kenderv dezhań. Alix a oa hanter-c'hoar da Arzhur a Vreizh, niz da Richard Kalon Leon, duk Breizh ha hźrour an impaleriezh Blantagenźt, lazhet en e yaouankiz gant e eontr Yann Dizouar (Jean Sans Terre). En ur derriń raktres dimeziń Herri hag Alix e falveze da Philippe Auguste, troc'hań kement ha ma c'halle al liammoł etre aotrounez Breizh hag ar Blantagenźt, rouaned Bro Saoz. Mat e oa ar prantad dezhań evit se pa oa bet ken mantret an holl gant muntr Yann Dizouar war e niz. Skoet gant ur c'holl ken bras en dije kemeret Herri anv un tiegezh bihan, dister awalc'h, hini Avalgor, evit diskouez ne chome gantań ken nemet nebeut. Hervez Jean-Paul Le Buhan e vije bet dibabet an anv Avalgor a ratoz-kaer rak an tri aval hag ar wezenn a ya d'ober siel Avalgor (testenniet e 1202) a zo arouez ul lec'h gortoz a-benn an distro, evel m'eo Enezenn Avallon da Arzhur. Chom a rae Kont Goueloł evelkent daoust d'e golladennoł!

Start e oa bet an darempredoł etre Per Mauclerc hag Herri a-hed an amzer, ken na voe drastet Komte Goueloł e 1234 pa savas brezel etre Per Mauclerc ha Blanche de Castille, mamm da Sant-Loeiz. Pa oa Per Mauclerc, daoust dezhań beząn eus linez ar Gapetianed, a du gant roue Bro Saoz, Henry 3rd, a eneb rejanez Bro C'hall e chome Herri feal dezhi. Nebeut goude evelkent ez eus bet sinet un emglev etre Per Mauclerc ha Blanche de Castille ma rankas Per Mauclerc touiń fealded dezhi ha digoll baroned Breizh a oa bet distrujet o madoł gantań. Moarvat ez eas war wellaat teńsor Herri diwar neuze ken ma c'hallas arc'hantaouiń savadur ar chapel er bloavezh 1240, goude bezań deuet endro yac'h ha dibistig eus Kroazadeg 1239 a voe graet Kroazadeg ar varoned diouti.

Ar chapel adalek mare Herri betek an dispac'h bras

Lavaret e vez e vije bet savet ar chapel e tri frantad amzer, hini an deroł gant ar pevar zreuziad kentań (ar re war gornog), hini ar pemzekvet kantvet gant an tri zreuziad diwezhań, pileroł moanoc'h dezho, ha chapel an aotrounez hag, en diwezh, prantad deroł an triwec'hvet kantved pa oa bet savet ar c'heur a welomp bremań. N'eo ket ar pezh a sońj Genevičre Le Louarn-Plessix (SHAB, levrenn 91, 2013). Hervezi e vije ar chapel a welomp hidiv tost ouzh hini an trizekvet kantved. Ma'z eo diaes reiń un deiziad da fin al labourioł e vije bet kent brezel hźrezh Breizh (1341-1364) a reas kement a reuz er vro. Gwirheńvel eo gweled Genevičve Le Louarn-Plessix war ar chapel dre ma seblant bezań kozh awalc'h an daou brenestr kaer, stumm gotek Saoz dezho, hag an nor a vare hini vras ar c'hornog a zo e mogerioł chapel an aotrounez. Ma lakaomp e vije bet sońjet ha savet ar chapel diwar ur raktres resis en trizekvet kantved e rankomp anavezout ez eus bet labouriou dibaouez enni war-hed an amzer, lod maleurus pe maleurusoc'h, lod all eurus pe eurusoc'h.

Ar Chapel war greiz an XIXvet kantved: war-var da vezań dismantret

Dilezet war lerc'h an dispac'h bras e kouezhe ar chapel tamm ha tamm en he foul. Kement ha ken bihan ma sońjas war dro ar bloavezhioł 1850 d'an tad Perro, person Plouha anezhań, adkemer mein ar Chapel a-benn sevel an iliz vras a anavezomp hidiv e bourk Plouha. Dastumet gantań an holl aotreoł ret e tleed kregiń gant al labourioł e miz gwengolo 1856. Lakaet war wel tudennoł eus an dańs bekabe a zindan o gwiskadenn raz gant kargidi ar "Monuments Historiques" e voe daleet an dismantr met ne vije ket bet awalc'h ma ne vije bet ivez tud ar geriadenn, Pludualiz, ha pennoł bras Plouha evel an Aotroł Charles de Courson eus Lizandren oc'h en em sevel a-eneb ar rakltres dismantr. Dastumet ganto ur sammad arc'hant a 1000 lur e voe kroget iskuit gant al labourioł gwareziń. Siwazh ne voe ket awalc'h hag un tamm eus toenn an nev a gouezhas en ur gas gantań lambrusk livet-kaer. A-benn ar fin e teuas arc'hant foran e 1858 evit saveteiń an dańs bekabe a voe klaset da vat padal ma voe ret gortoz ar bloavezh 1907 evit ma voe klaset ar chapel e titl ar savadurioł istorel. Evit tud ken gouiziek ha Geslin de Bourgogne pe zoken Violet Le Duc ne oa koulz lavaret netra a dalvoudegezh er chapel hec'h-unan dre ma oa bet kemmet he stil a orin betek re war-hed ar c'hantvedoł. Daoust ha n'eo ket an dra-se a blij kement dimp evelkent? Reiń a ra d'ar chapel un tres tener, kened ha douster.