Kantik ar Chapel

Heńvel eo ton kantik Kervaria ouzh hini gwerz kozh Sant Erwann. Kinnig a reomp deoc'h selaou un nebeud pozioů eus ar c'hantik kanet gant laz-kanań berrbad Kalon Plouha hag enrollet gant Jean-Yves Guillouët e miz mae 2023.
Renet e oa bet gant Kristiane Lieber, gant Jil Thouenon ouzh an ograoů

Un nebeud pozioů tennet eus ar c'hantik kanet gant strollad Kalon Plouha

Diskan
Itron Gwerc’hez Kervaria
Karget a levenez a joa
D’ho pugale reit o Mennad,
Ni ho ped, Mari o Mamm Vat.

Kaer e oa gwechall ho chapel
Kaer ‘vel kalon an dud fidel
A deue amań d’ho pediń,
Dirakomp 'mań an testeni.

Heńvel ouzh Sent, pirc’hirined
D’ar chapel-mań zo deredet
Piv* lâro an niver dioute?
Mari hepken, Mamm an aelez.

Kement a dud hag a ya c’hoazh
Da Wengamp dindan ar gwez glas,
Amań vez gwelet war an dro,
Deu(e)t eus kant parrez tro-war-dro.

Mari a gleve o fedenn,
De(zhe)** holl e roe o goulenn,
Darn ‘vit ar c'horf, darn all ivez,
Bede Mari ‘vit an ene***.

 Kristenien, gwelet vezo c’hoazh
en hon amzer mui 'vit biskoazh.
Gwerc’hez karet Kervaria
o kargań ac’hanomp a joa

* distaget “piv” (mod Plouha, 1 silabenn)
** distaget “Dę holl”
***distaget “ine”