Greomp tro ar Chapel
Greomp bremań tro ar chapel. En diavaez, e c'hallfet merzout al labour graet a-hed an tri frantad-amzer pouezusań a zo bet e savidigezh ar chapel. En ur guitaat porched ar XVved (a zo er c'hreisteiz) e kavit an nor-dal, hag a sko war-zu ar c'hornog evel kement iliz zo, savet e stumm gotek kaer-meurbet an XIIIvet kantved, hag a us dezhi ur werenneg hag ar c'hloc'hdi. Pelloc'h e kerzhit a-hed tu an hanternoz, hag a zo bet adaozet alies, harpelloł outań, roudoł un digor kozh hag un diskrog, lec'h ma voe staget brasadenn ar XVved ouzh ar savadur kentań. E penn ar voger taolit pled ouzh ar c'heur, bet savet en XVIIIvet kantved, gant e genfeurioł nevez hag e digoradurioł bras. O tont en-dro d'ar c'hreisteiz e tizolofet ar groazenn nemeti a zo ur chapel aotrounezhel enni, hounnezh bet savet er XIVved. Sellit ouzh prenestr ledan kreisteiz ar chapel, stil Saoz ganti Tremenet ganeoc'h ar c'halvar e adkavit ar porched.
Dont a ra ar gweladenner tre er chapel dre ar porched a zo ur stumm krommvegek dezhań fichet gant kolonennoł bihan. A-us d'ar porched ez eus ur savadur bihan a oa gwechall ur sekretiri, ha diwezhatoc'h, goude ma voe savet ar garidoł, un "auditoire" ma veze barnet gant ar senesal goude oferenn ar Sul. Krignet dindan ar seizh amzer e weler bremań er c'heur delwennoł koad Sant-Per ha Sant-Paol a oa gwechall e logelloł diavaez ar porched. E diabarzh ar porched e kaver delwennoł an ebestel o arouezioł stag outo : war an tu kleiz emań Sant Per gant e alc'houez, Sant Andrev hag e groaz, Sant Jakez gant e bennbazh pirc'hirin, Sant Yann gant ur c'halir, Sant Berteleme gant ur gontell, Sant Fulub gant ul levr hag ur vazh. War an tu dehou emań Sant-Simon gant un heskenn, Sant Mazhev gant ur vouc'hal, Sant Jakez ar minor gant ur groaz war an tu gin, Sant Yud gant ur vazh hag ul levr, Sant Tomaz gant ur skouer hag un tour, hag unan dianket, Sant Lukaz a zo bet laeret e zelwenn e 1907. An nor, a gas d'ar chapel, a zo a us dezhi un delwenn eus ar Werc'hez Vamm liesliv ha bolzioł mein-benerezh livet. Dispar e teu ar porched war hor sell tra m'eo da netra hini an hanternoz koulz lavaret. Chom a ra e volz nemetken er voguer. O skeiń war zu an hanternoz e oa tonket ar porched da vont da get (tennet kuit e vein en naontekvet kantved evit o adimplij) tra ma c'halle an dud en em vodiń dindan bannoł an heol dirak ar porched brav a wellomp bremań er c'hreisteiz.
Pa deuer tre er chapel emeur e lodenn goshań ar savadur. En ur dreiń war-zu ar c'heur e weler mat heuliad al labourioł a-hed savidigezh ar chapel. Pileroł gwaregoł an XIIIvet kantved a zo krenn ha tolzennek, hep kinkladur. Re an tri zreuziad eus ar XIVved, a ya d'o heul, a zo eizhkognek ha moanoc'h. Ar c'heur a zeu ur sklerijenn dreist diouzh e pemp digoradur gweret ha ganti e hańval bezań brasoch al lestr. Klokaet eo kement-se gant chapel aotrouniezhel kroazenn ar c'hreisteiz, bet savet er XIVved gant livadurioł ar XVved, ha sklerijennet mat gant daou brenestr. An nev a zo dezhi ur volz e koad, e stumm kouc'h ur vag eilpennet, ha treustoł o fennoł kizellet.
Etre 1483 ha 1501 eo bet livet koroll an Anaon a c'haller gwelout ouzh mogerioł an nev. Bet razet en XVIIIved e voe adnevezet war greiz an XIXved gant Charles de Teillard, unan eus diskennidi an aotrounez a oa Kermaria dezho er XVIved. Tennań a ra ar goroll-mań he ijin diouzh an hini bet savet e Paris e 1425 dindan bolzoł gwarek kloastr karnel an Inosanted, a voe skouerioł anezhi strewet dre Europa a bezh. An arouezioł, dorn ha dorn, a zo anezho tudennoł bev, a bep oad hag a bep stad er gevredigezh. Etrezo ez eus korfoł-eskern hag a ro lusk d'ar farandolenn. Kregiń a ra an dańs er c'hreisteiz (kostez ar chapel aotrouniezhel) evit echuiń kostez an hanternoz. 30 tudenn 1.30 m uhelder dezho a ya d'he ober en un urzh kevredigezhel o tisteraat. An aktour, pe an aozer, an hini eo a ren ar sarabandenn hag e roll eo lakaat dre skrid pep a setańs eizh poz dindan an tudennoł. Siwazh eo aet diwar wel e skeudenn gant re ar Pab hag an impalaer a oa d'he heul. Gwelout a raer c'hoazh ar c'hardinal, ar roue, an uheldad, ar c'honestabl, an arc'heskob, ar marc'heg hag an eskob. Aet eo da get ivez ar floc'h, an abad, ar beli hag an hudsteredour a dlefe bezań bet a bep tu d'ar porched. Kregiń a ra ar c'horoll adarre gant ar bourc'hiz, ar chaloni, ar serjant. Dont a ra d'o heul peder zudenn n'eus korf-eskern ebet etrezo ; ar mezeg e vured louzoł gantań, ar vaouez o kregiń e brec'hioł hec'h amezeien, ar c'hlasker bara hag an uzurer. Kregiń a ra a bep eil adarre gant an amourous e borpant, ar barzh-kaner e viniou, al labourer e falz hag e bigellig, hag, en diwezh, ar santfrańsezad. (aet eo da get ivez skeudenn ar bugel). Bez' e c'haller gwelout roudoł ar setańsoł (eizh poz dezho) dindan tudennoł ar roue, an uheldad hag ar c'honestabl. Livadurioł all a c'hell bezań gwelet c'hoazh, en o zouez ar brofeded, David, Izai, Zakaria hag Eli (dindan koroll an Anaon en tu kreisteiz), hag "Al lavar etre ar re varv hag an tri den bev" (ouzh adnev (izelgostez) an hanternoz) Ouzh al lambrusk e kaved ur murlivadur, "Ar vertuzioł trec'h d'ar gwallsioł", hidiv distaget, a c'heller gwelout ul luc'hskeudenn anezhań e traoń ar chapel.
![]() | Santez Berc'hed Dall eo Santez Berched ha mankout a ra he divrech dezhi. Hervez ar werz kozh e teuas Mari ha Josef da Vetleem da glask sikour pa oa Mari war boent gwillioudiń d'an deiz araok an Nedeleg. Berc'hed, an hini eo, ha ne oa nikun all, he deus kinniget skoazellań Mari da willioudiń daoust dezhi bezań dall ha hep brec'h ebet. Divrec'h, daoulagad, ha yec'hed zo deuet trumm enni. |
![]() | Ar werc'hez Vari hag ar mabig Jezuz Eus ar XVIvet kantved eo an delwenn gaer-mań, botoł iskis en he zreid emań ar werc'hez Vari o kinnig he bronn d'ar mabig Jezuz hag a nac'h outi, moarvat dre ma n'eo ket dedennet gant dańvezioł ar bed-mań. |
Mar gallomp lavaret eo kaer-meurbet livadurioł ar chapel eo ken pinvidik all he delwennoł. 33 delwenn e koad liesliv zo enni. En nev : Ur c'hrusifi eus ar XVvet kantved ha delwenn Sant Yann.
E adnev an hanternoz : Delwennoł itron Varia Gwir Sikour hag hini Sant Maodez.
Er c'heur : delwennoł Sant Per ha Sant Paol, tennet diouzh ar porched, Sant Mikael o trec'hiń war an aerouant (e maen greun).
Pelloc'h, ouzh ar mogerioł : ur werc'hez en he c'hoazez, ur vazh-veli en he daouarn, graet en XIIIvet kantved hep mar ebet skeudenn goshań an Itron Varia enoret e Kermaria D'he heul emań delwennoł Santez Barba, Santez Katell ha Sant Jozeb. Ouzh ar voger enep emań delwennoł Sant Dominig,
Nikodem, Santez Anna gant an Itron Varia ha Jezuz, Sant Klaod ha Sant Fiakr. E tu ar c'hreisteiz emań Sant Eloi ha Sant Rion.
Er c'heur e c'haller gwelout ivez sternioł-aoter en alabastr eus ar XVved, ur vouest klopennoł enni, hini Yann eus Lannuon, an Aotroł des Aubrays, ul letrin,
derezioł kentań ur skalier a gase d'ur gambr a veze roet bod enni d'ar birc'hirined hag un trap e koad a c'haller drezi mont gant an hent dindan douar eus ar chapel da vaner ar Wazh C'hlas pe Sant Jorj e Sant Loup,
hervez ar vojenn. Kentoc'h a c'hallfer lavarout eo marvgav re Lannuon.
Bezioł e -leizh zo ivez er chapel, ar re goshań anezho zo mein-bez eus ar XIV hag eus ar XVvet kantved lec'hiet en daradur.
Trugarez deoc'h evit ho kweladenn ha ken ar wech all gant o mignoned !